Mont d’an endalc’had

Eur Zac'had Marvailhou

Eus Wikipedia

Eur Zac'had Marvailhou, pe Ur Sac'had Marvailhoù hervez doare ar brezhoneg a vremañ, zo un dastumad kontadennoù brezhonek skrivet gant Ivon Krog, ur skrivagner eus ar C'hab, embannet gant Buhez Breiz e 1924.

Un embannadur kresket eus Marvaillou Kerne, embannet e 1910, eo al levr. Fent e-leizh ha brezhoneg mat diouzh an druilh a gaver el levr, ur blijadur d'ar studier brezhonek. N'eo ket lennegezh uhel avat, met gant blaz ar yezh poblek yac'h n'eus ket gwelloc'h danvez studi.

Darn eus ar c'hontadennoù zo bet adembannet diwezhatoc'h.

Roll ar c'hontadennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Div lodenn zo en dastumad:

Gwechall goz
  • Mab-kaer d’ar roue
  • Eul labous !
  • Filhor Paolig a Gerzatan
  • Yann an Inkin hag an aotrou Furzod
  • Eus an izel d’an uhel
  • Miserig
  • Yann ar Yod
Gwechall nevez
  • Al laer a zo laer
  • Ar pare d’ar re vouzar
  • Nebeud a dra !
  • Eur C’haper droch
  • Daou skolaer
  • Blaz ar jistr !
  • Truilhennig ha Gargarenez
  • O diou
  • An Hader Avel
  • Soazig Tagnouz, gwreg ar C’hidour
  • Arc’hant bras ar pilhaouer
  • Kloc’h an interamant