Mont d’an endalc’had

United States Marine Corps Women's Reserve

Eus Wikipedia
  • Ur bajenn disheñvelout USMC zo ivez.
Marine Corps Women's Reserve
Banniel Skoed-ardamez
Banniel ha skoed-ardamez an USMC
Krouidigezh 13 a viz Eost 1918
Padelezh 13 a viz Eost 1918 - Du 1918

13 a viz C'hwevrer 194312 a viz Even 1948
12 a viz Even 1948 - Bremañ (rann eusan USMC)

Sujidigezh Departamant Difenn ar Stadoù-Unanet

Departamant an Navy

Doare Troadegiezh

Nijerien
Dilestradeg

Ger-stur Semper Fidelis
"Leal da viken")
(berraet e Semper Fi)
Lec'h pennañ Pentagon, Stadoù-Unanet Amerika

Marine Corps Base Quantico, Virginia, Stadoù-Unanet Amerika

Bro Stadoù-Unanet Amerika
Deiz-ha-bloaz Ofisiel 10 a viz Du, nann ofisiel 13 a viz C'hwevrer
Anvioù all "Marinettes" (e-pad ar Brezel-bed kentañ hepken)[1]

"BAM"s evit "Beautiful American Marines"
"Broad Ass Marines" (brezhoneg:"Marines o revrioù tev")

Lec'hienn Internet http://www.marines.mil
Maouezed eus an United States Marine Corps (USMC) o plegañ harzlammoù, war-dro 1943
Soudardezed an MCWR o pegañ skritelloù propaganda e 1918

E 1942 e voe krouet ar Marine Corps Women's Reserve (MCWR), "Korfad Adarmeadezed an United States Marine Corps". An izili a veze anvet pe er Stadoù-Unanet kevandirel pe e Hawaii a-benn sikour da stummañ ar soudarded d'an emgann.

E 1948 e voe kenstaget ar maouezed da vat gant ar Marines, pa voe embannet al lezenn Women’s Armed Service Integration Act, « Lezenn kenstagañ ar c'hoskor gwregel e-kreiz an nerzhioù armet » gant Kongres ar Stadoù-Unanet.
Hiziv-an-deiz, an nevezianted gwregel a zo gourdonet e Parris Island ; ar re vennet da vezañ ofiserered a ya da heuliañ kentelioù e Quantico (Virginia).

Kentañ Brezel-bed

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1918 e krogas ar Marines da vezañ berr a-fed nevezianted. Ar Major jeneral George Barnett a c'houlennas digant Sekretourva an Navy (saozneg:United States Secretary of the Navy) an aotre da emezelañ merc'hed gant kefridioù melestradurel nemetken.

D'an 13 a viz Eost 1918, Opha May Johnson a oa deuet da vezañ ar vaouez gentañ degemeret er Marines. Kargoù melestradurel a voe fiziet en 305 maouez a voe degemeret e 1918, evit ar soudarded Marines prest da vezañ kaset d'an emgann. Marinettes e voent lesanvet da neuze.

Eil Brezel-bed

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

D'an 13 a viz C'hwevrer 1943 e voe roet lañs d'ar Marine Corps Women's Reserve, dindan ren ar Major Ruth Cheney Streeter eus Morristown, New Jersey.

E fin an Eil Brezel-bed, 85% eus ar soudarded enrollet o servijout el lec'hioù pennañ a oa maouezed anezho. An MCWR a zo bet graet alies anezhañ al Lady Marines, an "Itron Marines". Ur gazetennerez he doa graet anezho ar BAMs evit Beautiful American Marines, "Marines amerikan koant" ; lod paotred er Marines a rae BAMs anezho ivez, evit Broad Ass Marines avat – "Marines o revrioù ledan".

Sklaer e oa bet ar Jeneral Thomas Holcomb eus an USMC p'en devoa aotreet ar maouezed da emezelañ er c'horfad d'an 13 a viz C'hwevrer 1943 : arabat e oa reiñ lesanvioù d'ar soudardezed e nep doare. E miz Meurzh 1944, er gazetenn Life magazine, e tisklêrie Holcomb : :

They are Marines. They don't have a nickname and they don't need one. They get their basic training in a Marine atmosphere at a Marine post. They inherit the traditions of Marines. They are Marines.[2],[3]  Marines int. N'o deus lesanv ebet ha n'o deus ket ezhomm unan. O gourdoniñ diazez a resevont en un aergelc'h Marine en ul lec'h Marine. Hengounioù ar Marines o deus da hêrezh. Marines int.

Implij ar c'horfad gwregel er propaganda

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un implij bras a zo bet eus ar c'horfad gwregel da geñver propaganda an USMC.

"Mar fell deoc'h stourm, emezelit er Marines"
Skritell, 1917-1918
"Deuit da vezañ ur Marine"
Skritell eus an Eil Brezel-bed, adkemeret e 2009
"Be a Marine-Free a Marine to Fight"
Skritell eus an Eil Brezel-bed

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Oberiadezed e oa ar maouezed-se, an hini gentañ anezho o vezañ Opha May Johnson (1879-1955) a emezelas d'an 13 a viz Eost 1918.
    • Evit gouzout hiroc'h : Heather E. Schwartz, Women of the U.S. Marine Corps: Breaking Barriers, Snap Books, 2011 (ISBN 978-1-4296-5450-0) (en)
  2. (en) Eil Brezel-bed Marine Corps Women's Reserve
  3. (en) Koronal Mary V. Stremlow : Free A Man To Fight: Women Marines in World War II