United States Marine Corps Women's Reserve
- Ur bajenn disheñvelout USMC zo ivez.
Marine Corps Women's Reserve | |
---|---|
![]() |
![]() |
Banniel ha skoed-ardamez an USMC | |
Krouidigezh | 13 a viz Eost 1918 |
Padelezh | 13 a viz Eost 1918 - Du 1918 13 a viz C'hwevrer 1943 – 12 a viz Even 1948 |
Sujidigezh | Departamant Difenn ar Stadoù-Unanet |
Doare | Troadegiezh Nijerien |
Ger-stur | Semper Fidelis "Leal da viken") (berraet e Semper Fi) |
Lec'h pennañ | Pentagon, Stadoù-Unanet Amerika Marine Corps Base Quantico, Virginia, Stadoù-Unanet Amerika |
Bro | ![]() |
Deiz-ha-bloaz | Ofisiel 10 a viz Du, nann ofisiel 13 a viz C'hwevrer |
Anvioù all | "Marinettes" (e-pad ar Brezel-bed kentañ hepken)[1] "BAM"s evit "Beautiful American Marines" |
Lec'hienn Internet | http://www.marines.mil |
kemmañ ![]() |

E 1942 e voe krouet ar Marine Corps Women's Reserve (MCWR), "Korfad Adarmeadezed an United States Marine Corps". An izili a veze anvet pe er Stadoù-Unanet kevandirel pe e Hawaii a-benn sikour da stummañ ar soudarded d'an emgann.
E 1948 e voe kenstaget ar maouezed da vat gant ar Marines, pa voe embannet al lezenn Women’s Armed Service Integration Act, « Lezenn kenstagañ ar c'hoskor gwregel e-kreiz an nerzhioù armet » gant Kongres ar Stadoù-Unanet.
Hiziv-an-deiz, an nevezianted gwregel a zo gourdonet e Parris Island ; ar re vennet da vezañ ofiserered a ya da heuliañ kentelioù e Quantico (Virginia).
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kentañ Brezel-bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
E 1918 e krogas ar Marines da vezañ berr a-fed nevezianted. Ar Major jeneral George Barnett a c'houlennas digant Sekretourva an Navy (saozneg:United States Secretary of the Navy) an aotre da emezelañ merc'hed gant kefridioù melestradurel nemetken.
D'an 13 a viz Eost 1918, Opha May Johnson a oa deuet da vezañ ar vaouez gentañ degemeret er Marines. Kargoù melestradurel a voe fiziet en 305 maouez a voe degemeret e 1918, evit ar soudarded Marines prest da vezañ kaset d'an emgann. Marinettes e voent lesanvet da neuze.
Eil Brezel-bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
D'an 13 a viz C'hwevrer 1943 e voe roet lañs d'ar Marine Corps Women's Reserve, dindan ren ar Major Ruth Cheney Streeter eus Morristown, New Jersey.
E fin an Eil Brezel-bed, 85% eus ar soudarded enrollet o servijout el lec'hioù pennañ a oa maouezed anezho. An MCWR a zo bet graet alies anezhañ al Lady Marines, an "Itron Marines". Ur gazetennerez he doa graet anezho ar BAMs evit Beautiful American Marines, "Marines amerikan koant" ; lod paotred er Marines a rae BAMs anezho ivez, evit Broad Ass Marines avat – "Marines o revrioù ledan".
Sklaer e oa bet ar Jeneral Thomas Holcomb eus an USMC p'en devoa aotreet ar maouezed da emezelañ er c'horfad d'an 13 a viz C'hwevrer 1943 : arabat e oa reiñ lesanvioù d'ar soudardezed e nep doare. E miz Meurzh 1944, er gazetenn Life magazine, e tisklêrie Holcomb : :
They are Marines. They don't have a nickname and they don't need one. They get their basic training in a Marine atmosphere at a Marine post. They inherit the traditions of Marines. They are Marines. [2][3] Marines int. N'o deus lesanv ebet ha n'o deus ket ezhomm unan. O gourdoniñ diazez a resevont en un aergelc'h Marine en ul lec'h Marine. Hengounioù ar Marines o deus da hêrezh. Marines int.
Implij ar c'horfad gwregel er propaganda[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Un implij bras a zo bet eus ar c'horfad gwregel da geñver propaganda an USMC.
![]() Skritell eus an Eil Brezel-bed, adkemeret e 2009 |
![]() Skritell eus an Eil Brezel-bed |
Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Oberiadezed e oa ar maouezed-se, an hini gentañ anezho o vezañ Opha May Johnson (1879-1955) a emezelas d'an 13 a viz Eost 1918.
- Evit gouzout hiroc'h : Heather E. Schwartz, Women of the U.S. Marine Corps: Breaking Barriers, Snap Books, 2011 (ISBN 978-1-4296-5450-0) (en)
- ↑ (en) Eil Brezel-bed Marine Corps Women's Reserve
- ↑ (en) Koronal Mary V. Stremlow : Free A Man To Fight: Women Marines in World War II