Umbilia armeniaca
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
| |||
---|---|---|---|
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Mollusca | ||
Kevrennad : | Gastropoda | ||
Urzhad : | Littorinimorpha | ||
Kerentiad : | Cypraeidae | ||
Genad : | Umbilia | ||
Anv skiantel | |||
Umbilia armeniaca (Verco, 1912) | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Umbilia armeniaca a zo unan eus ar pemp spesad a vez renket er genad Umbilia e kerentiad an hoc'higed-mor hervez Word Register of Marine species WoRMS[1]. Ur spesad kregin ral-tre a vev en Aostralia er mor don.
Taksonomiezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Diskrivet eo bet ar spesad gant Verco e 1912 dindan an anv genad Cypraea hag hini ar spesad Cypraea umbilica [2].
Heñvelsterioù a zo hervez an diskriverien evit ar spesad-se daoust d'an anv Umbilia armeniaca o vezañ implijet un tamm muioc'h eget ar re all:
- Cypraea armeniaca Verco, 1912 hervez ar re a renk an holl spesadoù Cypraeidae er spesad nemetañ Cypraea.
- Cypraea umbilicata var. armeniaca Verco, 1912 anv an diskrivadenn hag anv aet da get.
Isspesadoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pevar isspesad a zo bet diskrivet :
- Umbilia armeniaca andreyi Lorenz & Beals, 2013
- Umbilia armeniaca armeniaca Verco, 1912
- Umbilia armeniaca clarksoni Lorenz & Beals, 2013
- Umbilia armeniaca diprotodon Lorenz & Beals, 2013
Bevoniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kregin brav ha ral-tre eo an Umbilia armeniaca. Dastumt e vezont er mor don gant dragoù etre 80 ha 250 m donder.
Ment
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mentoù boutin ar c'hregin bras-se a zo etre 78 mm ha 94 mm hirder, met e c'hell bezañ kavet hiniennoù korrig betek 70 mm gour pe ramz, betek 114 mm.
Gwelout ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Umbilia hesitata, Umbilia capricornica daou spesad all er genad.
Kartenn al lec'hioù bevañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Lec'h bevañ ar spesad a zo en Aostralia er gloued koral meur.
Skeudennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Lec'hienn WoRMS Word Register of Marine species, bet sellet outi d'an 21 a viz Eost 2014, http://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=567273(en)
- ↑ Lorenz Felix & Hubert Alex, A guide to worldwide cowries, 2000, ti-embann Conchbooks, 2nd edition revised and enlarged, 584p, ISBN 3-925919-25-2 (en)