Type 3 Chi-Nu

Eus Wikipedia
An tank kreiz Type 3 Chi-Nu

An tank kreiz Type 3 Chi-Nu (三式中戦車 チヌ San-shiki chū-sensha Chi-nu "Tank kreiz doare 10 ar bloavezh impalaeriel 2603") a oa un tank savet gant Lu Impalaeriezh Japan e-kerzh an Eil Brezel-bed.
Evel an tank kreiz Type 1 Chi-He, an tank Type 3 Chi-Nu a a oa un doare gwellaet eus an Type 97 Chi-Ha. Ouzhpennet e oa bet ur c'hanol Type 3 75 mm, unan eus kanolioù tankoù galloudusañ Japan e-pad ar brezel.

Biskoazh ne voe implijet ar Chi-Nu en emgann. An holl re bet savet a voe lakaet a-gostez evit difenner douaroù diazez Japan da dalañ ouzh un aloubadeg gant ar Gevredidi.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pa oa kroget ar Brezel war Talbenn ar Meurvor Habask, an tank kreiz Type 97 Chi-Ha hag an tank lijer Type 95 Ha-Go e oa tankoù diazez Lu Impalaeriezh Japan. Dre ma pade ar brezel e oa deuet anat ne oant ket mui mat a-walc'h pa oant o klask talañ ouzh tankoù ar Gevredidi. E-pad Kampagnoù Birmania ha Filipinez, nerzh ar c'hanol 57 mm a oa war an Type 97 a oa bet gwan a-enep tankoù ar Gevredidi.

Lu Impalaeriezh Japan en doa savet neuze ar c'hanol tankoù Type 1 47 mm, a implije un obuzenn tarzh-uhel gant un ebarzhadenn en hobregon kalz uheloc'h. Ar c'hanol-se a oa bet dafaret war an tankoù kreiz Type 97 Shinhoto Chi-Ha hag an Type 1 Chi-He.