Mont d’an endalc’had

Tropaeum Alpium

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Trophée des Alpes)
MONUMANT Monumant istorel ISTOREL
La Turbia hag an Tropaeum Alpium
An Tropaeum Alpium

Tropaeum Alpium (e latin) pe Trofeo delle Alpi pe Trofeo di Augusto (en italianeg), pe Trophée des Alpes pe Trophée d'Auguste e galleg, zo ur monumant roman, eus ar bloaz 7 pe 6 kent JK, e Turbia, e kontelezh Nisa gozh betek 1860 hogen e Bro-C'hall hiriv, tostik d'an harzoù gant priñselezh Monaco.

Savet e voe gant an impalaer roman Augustus da lidañ e drec'h war meuriadoù ligur ar vro a gustume lammat war ar veajourien hag ar varc'hadourezh a veze war an hentoù roman. War ur maen eus an tour e lenner anvioù ar meuriadoù-se.

Servijañ a rae an tour-se da verkañ an harzoù etre an div broviñs roman, Italia ha Narbonensis.

Etre an XIIvet ha XVvet kantved e voe implijet an tour evel kreñvlec'h ha savet e voe tier en-dro dezhañ, harp ouzh ar mogerioù anezhañ.

En 1705, pa oa brezel etre Gall ha Savoia, e c'hourc'hemennas ar roue gall Loeiz XIV distruj holl greñvlec'hioù ar c'hornad, ha laeret e voe mein ar monumant gant e ijinourien. Lod a servijas da sevel un iliz.

Kempennet e oa ul lodenn eus ar monumant e 1929 gant arc'hant pourchaset gant ar filantrop amerikan anvet Edward Tuck.[1] Er mirdi Edward Tuck e-kichenn ar monumant ez eus tammoù, moulloù plastr, poltredoù kozh eus ar monumant hag eus e adsavadur. Savet e oa e 1929 ha nevesaet e 2011[1].

Ur vaketenn eus ar monumant evel ma tlee bezañ er skeuliad 1:20 zo ivez. Ur vaketenn all a zo e kambr IX ar Museo della Civiltà Romana e Roma[2].

War unan eus mein an tour e oa skrivet anvioù ar meuriadoù, dastumet gant Plinius an Henañ en e Naturalis Historia[3] :

War talbenn kornôk an Tropaeum Alpium, e penn diwezhañ ar via Julia Augusta, eo engravet dedi ar Sened roman en enor d'an Impalaer hag anv 45 pobl peoc'haet (anezho Kelted, Ligured, Veneted, Germaned entre pobloù all) a oa o bro a-hed aradennad an Alpoù, adal Mor Adria betek ar Mor Kreizdouar, meneget en urzh an douaroniezh, adal ar reter betek ar c'hornôg.

« IMP · CAESARI DIVI FILIO AVG · PONT · MAX · IMP · XIIII · TR · POT · XVII · S · P · Q · R · QVOD EIVS DVCTV AVSPICIISQVE GENTES ALPINAE OMNES QVAE A MARI SVPERO AD INFERVM PERTINEBANT SVB IMPERIVM P · R · SVNT REDACTAE · GENTES ALPINAE DEVICTAE TRVMPILINI · CAMVNNI · VENOSTES · VENNONETES · ISARCI · BREVNI · GENAVNES · FOCVNATES · VINDELICORVM GENTES QVATTVOR · COSVANETES · RVCINATES · LICATES · CATENATES · AMBISONTES · RVGVSCI · SVANETES · CALVCONES · BRIXENETES · LEPONTI · VBERI · NANTVATES · SEDVNI · VARAGRI · SALASSI · ACITAVONES · MEDVLLI · CENNI · CATVRIGES · BRIGIANI · SOGIONTI · BRODIONTI · NEMALONI · EDENATES · ESVBIANI · VEAMINI · GALLITAE · TRIVLLATI · ECDINI · VERGVNNI · EGVITVRI · NEMATVRI · ORATELLI · NERVSI · VELAVNI · SVETRI »[4]

Troidigezh

« D'an Imperator Caesar Augustus, mab d'an doue (Caesar), beleg meur, imperator dre drizek gwech, dezhañ galloud an dribuned evit ar c'hwezekvet gwech, Sened ha Pobl Roma (o deus savet ar monumant-se) dre ma'z eo dindan e ren hag e c'halloud eo bet dastumet holl bobloù an Alpoù a en em astenne eus ar Mor Uhelañ betek ar Mor Izelañ[5]. Pobloù an Alpoù trec'het : Trumpilini, Camunni, Venostes, Vennonetes, Isarci, Breuni, Genaunes, Focunates, peder fobl ar Vendeli, Cosuanetes, Rucinates, Licates, Catenates, Ambisontes, Rugusci, Suanetes, Calucones, Brixenetes, Leponti, Uberi, Nantuates, Seduni, Varagri, Salassi, Acitavones, Medulli, Cenni, Caturiges, Brigiani, Sogionti, Bodionti, Nemaloni, Edenates, Esubiani, Veamini, Gallitae, Triulatti, Ecdini, Vergunni, Eguituri, Nematuri, Oratelli, Nerusi, Velauni, Suetrii. »[6].

  1. 1,0 ha1,1 Teuliad titouriñ ar weladennerien
  2. "Room XI: Augustus", Museo della Civiltà Romana
  3. Plinius an Henañ, Naturalis Historia, levrenn III, 24, 136-137.
  4. Plinius an Henañ III, 136-137
  5. Ar Mor Uhelañ e oa Mor Tirrenia hag ar Mor Izelañ e oa Mor Adria.
  6. Plinius an Henañ, 3, 24, 4, Émile Littré, gant Philippe Remacle.