Mont d’an endalc’had

Traversia lyalli

Eus Wikipedia
Xenicus lyalli

Xenicus lyalli,
treset gant Keulemans (1895).


Aet da get

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Aves
Urzhad : Passeriformes
Kerentiad : Acanthisittidae
Genad : Xenicus
Anv skiantel
Xenicus lyalli
(Rothschild, 1894)
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Traversia lyalli[1] a oa ur spesad golvaneged munut eus ar c'herentiad Acanthisittidae.

Anvet e voe Traversia lyalli (kentanv) da gentañ-penn (e 1894) gant an evnoniour breizhveuriat Lionel Walter Rothschild (1868-1937).

E miz Ebrel 1892 e krogas savadur un tour-tan e Stephens, un enezennig lec'hiet e Strizh-mor Cook (etre Enez an Norzh hag Enez ar Su e Zeland-Nevez). Eno e kavas ar strollad labourerien kaset di ur bern laboused, Callaeas cinereus, Philesturnus carunculatus, Turnagra capensis hag evned bihan-bihan all en o zouez. Enaouet e voe an tour-tan d'an 29 a viz Genver 1894 ha lakaet ur skipailh tri diwaller d'ober war e dro. War a seblant e oa bet degaset d'an enezenn ur gazhez reoù vihan warni d'ar c'houlz-se. N'eo ket souezh 'ta ma voe kaset relegoù evned bihan-kenañ, e-kerzh 1894, ganti pe unan eus he bisigoù da di unan eus an diwallerien. A drugarez da zDavid Lyall, un eiler dezhe hag evnoniour amatour war un dro e voe roet ar spesad nevez da vezañ anavezet gant Rotschild[2] : se zo kaoz e toug anv skiantel ar spesad hini Lyall.
Kerkent kavet ha kerkent aet da get koulz lavaret (n'eo ket bet gwelet liv al laboused abaoe 1899), emichañs abalamour ma paotaas ar c'hizhier en enezenn vihan evel ma voe displeget e klozadur un embannadenn skiantel deuet e-maez e 2004[3].

Hiziv an deiz ne chom nemet ar spesad Xenicus gilviventris er genad Xenicus dre m'eo aet da get reoù longipes ha lyalli.

Doareoù pennañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Xenicus lyalli
treset gant Keulemans (1907).


Kavet e veze ar spesad en ezennig Stephens (Zeland-Nevez)[4].

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. N'en deus ar spesad anv boutin ebet testeniekaet e brezhoneg evit poent.
  2. Walter Rothschild, Description of a new genus and species of bird from New Zealand. Bulletin of the British Ornithologists' Club 22: x-xi.
  3. Ross Galbreath & Derek Brown, The tale of the lighthouse-keeper’s cat: Discovery and extinction of the Stephens Island wren (Traversia lyalli), Notornis, 2004, Levrenn 51: 193-200.
  4. Traversia lyalli war al lec'hienn Avibase.