Tourell ar Wrac'h Vihan
Lec’h | Plougoñ, Frañs |
---|---|
Daveennoù lec'hiañ | |
Tour | |
Savet | 1911 |
Dafar | Betoñs |
Uhelder diwar live ar mor | 9,5 metr |
Statud gladel | e renabl hollek an herezh sevenadurel |
Gouloù | |
Uhelder fokalenn | 9 metr |
Diraez | 8 mil-mor |
Tourell ar Wrac'h Vihan zo un dourell, e-kichen tour-tan ar Wrac'h Vras, dirak Beg ar Raz, e Breizh.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Divizet e voe gant bodad gall an tourioù-tan, e miz Mezheven 1886, e oa ret sevel un tourig gant un tan peurbad e-kichen tour-tan ar Wrac'h Vras hag a oa war sevel en amzer-se.
Kroget e voe gant al labourioù e 1887 ; hogen buan a-walc’h e voe paouezet, rak ar vag a oa ezhomm evit kas an dafar d’ar chanter, anvet La Confiance, a veze implijet e lec’h all.
Adstaget e voe gant al labour e 1893 hag echuet e voe e 1896. Eizhkornek eo an tourig, diazezet war ur sichenn gelc’hiek, e betoñs houarnet o-daou. Sevel a ra betek 9,5 metr a-us live ar mor pa vez en e uhelañ.
D’ar 4 a viz Kerzu 1896, un nebeud mizioù hepken goude fin al labourioù, e voe diskaret ar Wrac’h Vihan gant ur gwall varr-amzer. Er bloavezh war-lerc’h e voe kroget d’he adsevel met ne voe echuet al labourioù-se nemet 1909. Graet e voe an taolioù-arnod kentañ e 1910. Hag e 1911, d’an 31 a viz Eost, e voe staliet, e lein an tourig, un tan peurbad, bouetaet gant gaz eoul.
Hiziv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bremañ e talvez an dourell da verk kardinal kornôg da ziskouez d’ar bigi e rankont lezel ar merk-se er reter : 9 sked gwer a vez lerc’h-ouzh-lerc’h.