Merk kardinal
Ur merk kardinal (kardinal a dalvez amañ evit ar peder roudenn bennañ eus ar c’hompas: norzh, reter, su ha kornaoueg) a zo ur merk mor (anvet balizenn) evit diskouez d’ar verdeerien pelec’h ez eus un dañjer er mor.
Diskouez a a ra eta lec’h an dañjer e-keñver ur roud-avel (poent kardinal) hag anvet eo dre-se ar reizhiad kardinal.
Dishañval eo neuze diouzh ar reizhiad lateral a ziskouez hepken eus peseurt tu eo ret tremen p’emeur o verdeiñ en ur ganol (amañ ne zigemmer nemet tribourzh ha babourzh).
Ar reizhiad kardinal
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dishañvalet e vez ar balizennoù (pe merkoù) gant:
- livioù (melen ha du — dishañval ar patrom hervez ar poentoù);
- arouezioù (tric’hornioù);
hag, a-wechoù,
- goulaouioù (war elum da noz pe pa vez teñval)
- Merk Norzh (ret eo tremen en norzh d’ar merk)
- liv: du - melen
- arouez: daou dric’horn du, begoù en nec’h
- gouloù: gwenn, sked-disked dibaouez
- Merk Reter (ret eo tremen er reter d’ar merk)
- liv: du - melen - du
- arouez: daou dric’horn du, begoù tro-kein
- gouloù: gwenn, tri sked lerc’h-ouzh-lerc’h
- Merk Su (ret eo tremen er su d’ar merk)
- liv: melen - du
- arouez: daou dric’horn du, begoù en traoñ
- gouloù: gwenn, c’hwec’h sked lerc’h-ouzh-lerc’h hag ur sked hir
- Merk Kornaoueg (ret eo tremen er c’hornaoueg d’ar merk)
- liv: melen - du - melen
- arouez: daou dric’horn du, beg-ouzh-beg
- gouloù: gwenn, nav sked lerc’h-ouzh-lerc’h
Doareoù da zelc’her soñj: Diskouez a ra an tric’hornioù du lec’h an du war ar merkoù. Evit ar gouloù: ret eo soñjal e dremm un horolaj: tri sked (evit 3 eur), c’hwec’h sked (evit 6 eur), nav sked (evit nav eur) ha hanternoz (= norzh).
Arouezioù gouloù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
Norzh
-
Reter
-
Su
-
Kornaoueg