Tour-tan ar Wrac'h Vihan
Tour tan | |
---|---|
Tour-tan ar Wrac'h Vihan | |
![]() | |
lec'hiadur | 48° 02' 21" N - 4° 45' 35" K |
Bro | Breizh |
Savet e | 1893-1896 ; adsavet e 1897-1909 |
Uhelder | 23 m |
Uhelder diwar live ar mor | 9,5 m |
Hed-gwel | 8 mil mor |
Gouloù | 9 sked |
Gweladenniñ | ne reer ket |
Annezet | n’eo ket |
Bloaz an emgefreekadur |
Tour-tan ar Wrac'h Vihan zo un tour-tan bihan, e-kichen tour-tan ar Wrac'h Vras, dirak Beg ar Raz, e Breizh.
Taolenn
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Divizet e voe gant bodad gall an tourioù-tan, e miz Mezheven 1886, e oa ret sevel un tourig gant un tan peurbad e-kichen tour-tan ar Wrac'h Vras hag a oa war sevel en amzer-se.
Kroget e voe gant al labourioù e 1887 ; hogen buan a-walc’h e voe paouezet, rak ar vag a oa ezhomm evit kas an dafar d’ar chanter, anvet La Confiance, a veze implijet e lec’h all.
Adstaget e voe gant al labour e 1893 hag echuet e voe e 1896. Eizhkornek eo an tourig, diazezet war ur sichenn gelc’hiek, e betoñs houarnet o-daou. Sevel a ra betek 9,5 metr a-us live ar mor pa vez en e uhelañ.
D’ar 4 a viz Kerzu 1896, un nebeud mizioù hepken goude fin al labourioù, e voe diskaret ar Wrac’h Vihan gant ur gwall varr-amzer. Er bloavezh war-lerc’h e voe kroget d’he adsevel met ne voe echuet al labourioù-se nemet 1909. Graet e voe an taolioù-arnod kentañ e 1910. Hag e 1911, d’an 31 a viz Eost, e voe staliet, e lein an tourig, un tan peurbad, bouetaet gant gaz eoul.
Hiziv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bremañ e talvez an dourell da verk kardinal kornôg da ziskouez d’ar bigi e rankont lezel ar merk-se er reter : 9 sked gwer a vez lerc’h-ouzh-lerc’h.
Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]