Tour-tan Sant-Pêr
Lec’h | Penmarc'h, Frañs |
---|---|
Daveennoù lec'hiañ | |
Tour | |
Savet | 1897 |
Dafar | maen |
Emgefreekaet | 17 Here 2007 |
Uhelder | 64,7 metr |
Uhelder diwar live ar mor | 60 metr |
Statud gladel | monumant istorel rummet |
Gweladenniñ | ya |
Annezet | n’eo ket |
Gouloù | |
Enaouet evit ar wech kentañ | 17 Here 1897 |
Uhelder fokalenn | 64,8 metr |
Diraez | 23 mil-mor, 23,5 mil-mor |
Doareenn ar sinal | Fl W 5s |
Tour-tan Sant-Pêr (Phare d'Eckmühl e galleg) zo un tour-tan e Sant-Pêr, e kumun Penmarc'h, etre Keriti ha Sant-Gwenole.
Savet e oa bet an tour-tan zo bremañ e 1890, gant arc'hant profet gant Adélaïde-Louise d'Eckmühl de Blocqueville, markizez Blocqueville, merc'h d'ar marichal Louis Nicolas Davout, bet lakaet da briñs Eckmühl gant an impalaer Napoleon Iañ goude emgann taer ha trec'h an arme c'hall er gêriadenn-se eus Bavaria, e 1809.
Koshoc'h eo an anv brezhonek avat, diwar anv ar gêriadenn ma oa bet savet, Sant-Pêr.
Echuet e voe al labourioù e 1897. Sevel a ra an tour-tan betek 60 metr uhelder a-us d'an douar ha tri c'hant seizh pazenn zo ennañ. Gwelet e vez war-hed 91 km war vor. N'eus mui gward ebet ennañ, pa ya en-dro an tour-tan e-unan abaoe 2007.