Mont d’an endalc’had

Adélaïde-Louise d'Eckmühl de Blocqueville

Eus Wikipedia
Markizez Blocqueville

Adélaïde-Louise d'Eckmühl de Blocqueville, bet ganet Adélaïde-Louise Davout d'an 8 a viz Gouere 1815 e Pariz hag aet da Anaon d'ar 6 a viz Here 1892 e Villers-sur-Mer (Calvados, Bro-C'hall), a oa ul lennegourez hag ur varzhez c'hall.

Mont a reas da varkizez e 1835 goude dimeziñ gant ar markiz Edmond-François Pierre de Couliboeuf de Blocqueville (1788-1861). Gwelet e veze e lez Loeiz-Fulup Iañ alies betek mont e mignoniezh gant ar rouanez Maria Amalia.

Goude marv he fried e teuas da vezañ hec'h ostel ur saloñs ma c'halled kejañ gant mondianed ar mare : ar brederourien Elme-Marie Caro ha Victor Cousin, ar skrivagnerien Jules Claretie hag Octave Feuillet, al livour Ingres, ar sonaozer Franz Liszt, an akademiad Thiers, hag all...

Hec'h oberenn gentañ, ar romant Perdita, a voe embannet e 1859 ha heuliet gant un dek bennak all, unan anezhe deuet e-maez war-lerc'h marv ar skrivagnerez.

Merc'h diwezhañ ar marichal Louis Nicolas Davout[1] (1770-1823) e oa Adélaïde, hag en em ouestlañ a reas da enoriñ eñvor ar soudard kozh en devoa kemeret perzh en emgannoù meur Napoleon Iañ.

D'an 2 a viz C'hwevrer 1885 he devoa graet he meno legadiñ tri c'hant mil lur ar mare evit ma vije savet un tour-tan e Sant-Pêr (ur porzh bihan e Penmarc'h, Bro-Vigoudenn), goulennet groñs ganti ma vije roet an anv "d'Eckmühl" d'ar savadur da zont. Kement-mañ a voe diskuliet d'an 9 a viz Kerzu 1892 pa voe anavezet c'hoantoù diwezhañ ar varkizez. Degemeret e voe al legad gant ar Stad c'hall e 1893. Bet kroget al labourioù e penn-kentañ 1894 e voe lidet digoradur Tour-tan Sant-Pêr d'ar 17 a viz Here 1897.

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]