Mont d’an endalc’had

Tour-tan Roc'h Gored

Eus Wikipedia
Tour-tan Enez Vreac'h
Phare de l'Île Wrac'h
Map
Lec’hRoc'h Gored, Plougerne, Frañs Edit this at Wikidata
Daveennoù lec'hiañ48° 37′ N 4° 35′ W / 48.61, -4.58
Tour
Savet1845 Edit this on Wikidata
Emgefreekaet1994 Edit this on Wikidata
Uhelder14,7 metr Edit this on Wikidata
Uhelder diwar live ar mor23 metr Edit this on Wikidata
Gweladenniñya
Annezetn'eo ket
Gouloù
Enaouet evit ar wech kentañ15 Eost 1845 Edit this on Wikidata
Uhelder fokalenn20 metr Edit this on Wikidata
Diraez7 mil-mor Edit this on Wikidata
Doareenn ar sinalQ R Edit this on Wikidata

Tour-tan Roc'h Gored[1][2], pe Tour-tan Enez Vreac'h[3], zo un tour-tan savet war enez Roc'h Gored dirak aod Lilia, e Plougerne.

D'an dazre e c'haller mont war droad d'an enezenn, adalek Sant-Kava. Savet e oa bet an tour-tan e 1845, ha 14,7 metr uhelder zo dezhañ. Savet e voe gant greunit, un ti bihan zo harp outañ hag un tammig liorzh tro-dro. Talvezout a rae an ti-se gwechall da lojañ gwarded an tour-tan.

Tour-tan Roc'h Gored a dalvez da verkañ genoù an Aber-Ac'h, enni ur porzh-mor hag a veze darempred stank gwechall.

Abaoe 1994, pa voe emgefreekaet an tour-tan, n'eus mui gward ebet ennañ. Bremañ e vez roet buhez d'al lec'h gant ur gevredigezh eus bro an aberioù hag a ginnig diskouezadegoù hag abadennnoù a bep seurt ennañ. Abaoe 2006 e c'haller mont da welet al lec'h, d'an eurioù ma c'haller mont d'an enezenn, da lavaret eo pa vez izel ar mor.

  1. Renabl anoiou lehiou Arvor Bro Bagan: Plougerne, levrenn genta, P. Pondaven, Emgelo Breiz, p. 43
  2. [* (br) "An tourioù-tan : ha ma chomje boud an tan e-kreiz an noz ?" gant François Roudaut eTan, tan, tan... An tourioù-tan e Breizh, H. Peudecerf, TES, pp. 48-51, 2013
  3. Hervez panelloù-hent zo

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.