Tour-tan Kernevest
Neuz
Lec’h | Sant-Filiberzh, Frañs |
---|---|
Daveennoù lec'hiañ | |
Tour | |
Savet | 1855 |
Uhelder | 15 metr |
Gouloù | |
Lazhet | 2012 |
Tour-tan Kernevest zo un tour-tan e Sant-Filiberzh, e Bro Gwened.
Emañ war an douar-bras, tost da c’henoù stêr Krac’h.
Savet e oa bet e 1855. E 1952 e oa bet tredanet. Hag e 2012 e oa bet lazhet da vat, rak ne servije ket ken. Emañ en douaroù, war ribl « straed an tour-tan », pellik diouzh an aod, ha bremañ ez eus gwez tro-dro dezhañ hag a vir ma vefe gwelet eus ar mor.
Un tour-tan bihanoc’h zo, tostoc’h d’an aod, da heñchañ bremañ ar bigi da vont tre er stêr. Emañ hennezh war ribl ar « straed Anna ar Bailh », ur straed lakaet dezhi anv ur vaouez hag a voe gwardez an tour-tan kozh e-pad 40 vloaz, eus 1925 betek 1965.
Prenet e oa bet an tour-tan kozh gant ti-kêr Sant-Filiberzh e 2014, hag adkempennet eo bet.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Saint-Philibert. Kernevest, phare déchu, Le Télégramme, 4 Eost 2018