Mont d’an endalc’had

Tour-tan Roc'h Gored

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Tour-tan Enez Vreac'h)
Tour-tan Enez Vreac'h
Phare de l'Île Wrac'h
Map
Lec’hRoc'h Gored, Plougerne, Frañs Edit this at Wikidata
Daveennoù lec'hiañ48° 37′ N 4° 35′ W / 48.61, -4.58
Tour
Savet1845 Edit this on Wikidata
Emgefreekaet1994 Edit this on Wikidata
Uhelder14.7 m (48 ft) Edit this on Wikidata
Uhelder diwar live ar mor23 m (75 ft) Edit this on Wikidata
Gweladenniñya
Annezetn'eo ket
Gouloù
Enaouet evit ar wech kentañ15 Eost 1845 Edit this on Wikidata
Uhelder fokalenn20 m (66 ft) Edit this on Wikidata
Diraez7 nmi (13 km; 8.1 mi) Edit this on Wikidata
Doareenn ar sinalQ R Edit this on Wikidata

Tour-tan Roc'h Gored[1][2], pe Tour-tan Enez Vreac'h[3], zo un tour-tan savet war enez Roc'h Gored dirak aod Lilia, e Plougerne.

D'an dazre e c'haller mont war droad d'an enezenn, adalek Sant-Kava. Savet e oa bet an tour-tan e 1845, ha 14,7 metr uhelder zo dezhañ. Savet e voe gant greunit, un ti bihan zo harp outañ hag un tammig liorzh tro-dro. Talvezout a rae an ti-se gwechall da lojañ gwarded an tour-tan.

Tour-tan Roc'h Gored a dalvez da verkañ genoù an Aber-Ac'h, enni ur porzh-mor hag a veze darempred stank gwechall.

Abaoe 1994, pa voe emgefreekaet an tour-tan, n'eus mui gward ebet ennañ. Bremañ e vez roet buhez d'al lec'h gant ur gevredigezh eus bro an aberioù hag a ginnig diskouezadegoù hag abadennnoù a bep seurt ennañ. Abaoe 2006 e c'haller mont da welet al lec'h, d'an eurioù ma c'haller mont d'an enezenn, da lavaret eo pa vez izel ar mor.

  1. ↑ Renabl anoiou lehiou Arvor Bro Bagan: Plougerne, levrenn genta, P. Pondaven, Emgelo Breiz, p. 43
  2. ↑ [* (br) "An tourioù-tan : ha ma chomje boud an tan e-kreiz an noz ?" gant François Roudaut eTan, tan, tan... An tourioù-tan e Breizh, H. Peudecerf, TES, pp. 48-51, 2013
  3. ↑ Hervez panelloù-hent zo

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.