Tour-tan Brignogan

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Tourioù-tan
Tour-tan Brignogan
Phare de Pontusval 4497.jpg
lec'hiadur 48° 40 '41" N - 4° 20' 47" W
Bro Breizh
Savet e 1865-1869
Uhelder 14,5 m
Uhelder diwar live ar mor 18,3 m
Hed-gwel 10 mil mor
Gouloù a-daoleadoù, ruz ha gwenn, 12 eilenn
Gweladenniñ ne reer ket
Annezet
Bloaz an emgefreekadur


Tour-tan Brignogan[1], pe Tour-tan Pontuzval[2] (Phare de Pontusval e galleg) zo un tour-tan bihan[3] savet war aod kumun Brignogan, e penn ur begig-douar anvet Beg Paol. Kroget e voe d’e sevel e 1865 ha lakaet e voe da vont en-dro d’ar 15 a viz Gwengolo 1869. Savet eo bet hanter-hent etre tour-tan Enez Werc'h ha tour-tan Enez Vaz, da heñchañ ar bigi a dremen dirak aod dañjerus ar Vro Bagan.

Un ti-annez zo hag un tour karrezek, dezhañ 14,5 metr a uhelded.

Un tan a-daoleadoù eo hini Brignogan, gant gouloù gwenn ha ruz a vez gwelet betek 10 mil mor (18 km). E 2010 e oa bet lakaet war roll ar Monumantoù Istorel, asambles gant meur a dour-tan all[4].

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Renabl anoiou lehiou Arvor Bro Bagan, trede levrenn, p. 33
  2. Ofis Publik ar Brezhoneg [1] ; Tan, tan, tan… An tourioù-tan e Breizh, H. Peaudecerf, TES, 2013
  3. tan ent-ofisiel, ha n’eo ket tour-tan, hervez Servij an tourioù-tan hag ar balizennoù
  4. www.bretagne.pref.gouv.fr 23/11/2010

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.