Mont d’an endalc’had

Tour-tan ar Vein Zu

Eus Wikipedia
Tour-tan ar Vein Zu
Map
Lec’hKonk-Leon, Frañs Edit this at Wikidata
Daveennoù lec'hiañ48° 18′ 40″ N 4° 54′ 52″ W / 48.3111, -4.9144
Tour
Savet1867 Edit this on Wikidata
Dafarmaen (tour), Greunvaen (diazez) Edit this on Wikidata
Emgefreekaet1992 Edit this on Wikidata
Uhelder19,4 metr Edit this on Wikidata
Stummpikernek Edit this on Wikidata
Mammenn energiezheoul maen, petrol Edit this on Wikidata
Statud gladelmonumant istorel rummet Edit this on Wikidata
Gweladenniñne reer ket
Annezetn’eo ket
Gouloù
Enaouet evit ar wech kentañ1872 Edit this on Wikidata
Uhelder fokalenn28 metr Edit this on Wikidata
Kreñvder180 watt Edit this on Wikidata
Diraez20 mil-mor Edit this on Wikidata
Doareenn ar sinalFl R 5s Edit this on Wikidata

Tour-tan ar Vein Zu zo un tour-tan el lark da aodoù Goueled Leon. Talvezout a ra da heñchañ ar bigi a dremen hebiou Beg Lokmazhe. Savet e voe etre 1867 ha 1871. E kumun Konk-Leon emañ.

Kinniget e voe ur raktres da sevel un tour-tan en takad e 1862. Degemeret e voe ar raktres gant ar gouarnamant gall d’an 3 a viz Mae 1865. Da neuze e oa bet istimet e savfe koust al labourioù da 325 000 lur.

Echuet e voe al labour e deroù 1872. D’ar 1añ a viz Mae e krogas an tour-tan da vont en-dro. Da neuze e oa ur gouloù ruz, dre eoul, a daole skedoù bep 10 eilenn. E 1903 e voe lakaet aezhenn tireoul da zeviñ e-lec’h an eoul. Hag e 1984 e voe lakaet ar gouloù da vont en-dro war-bouez an tredan.

E 1992 e oa bet lakaet an tour-tan da vont en-dro emgefre hag abaoe e vez kontrollet eus tour-tan ar C'hreac'h en enez Eusa.

Gant daou seurt mein greunit e voe savet an tour-tan : mein an Aber Ildud ha mein Kersanton[1].

  1. DDE du Finistère, « Les Pierres Noires »

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Louis Chauris, « Construction d'un phare en mer d'Iroise : les Pierres Noires (1866-1872) », e Annales de Bretagne et des pays de l'Ouest, levrenn 105, niverenn 1, 1998, pp. 71–89.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.