Toull-bac'h Saidnaya
| Deiziad krouiñ | 1987 |
|---|---|
| Anv er yezh orin | سجن صيدنايا |
| Merour/rener | Mahmoud Maatouk |
| Bro | Siria |
| E tiriad | Saidnaya, Damask |
| Daveennoù douaroniel | 33°39′54″N 36°19′43″E |
| Oberataer | Siria |
| Deiziad divodañ | 8 Kerzu 2024 |

Toull-bac'h Saidnaya (Arabeg: سجن صيدنايا) a oa un toull-bac'h milourel nepell diouzh Damask e Siria, bet implijet gant gouarnamant Bashar al-Assad evit derc'hel milieroù a brizonidi, tud emsavet a-enep ar gouarnamant pe soudarded "disleal". Amnesty International a istime e miz C'hwevrer 2017 "e vije bet etre 5000 ha 13 000 a dud lazhet hep bezañ barnet e Saydnaya etre miz Gwengolo 2011 ha miz Kerzu 2015." Hervez ministrerezh an diavaez e Stadoù-Unanet Amerika e vefe bet savet ur forn evit distrujañ korfoù ar re jahinet ha drouklazhet. Diskouezet ez eus bet luc'hskeudennoù ganto d'ar 14 a viz Mae 2017.
Lec'hiet eo an toull-bac'h un 30 kilometr bennak en norzh d'ar gêr-benn Damask. Brudet eo Saidnaya evit ar jahinerezh graet da enebourien ar gouarnamantoù sirian.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An toull-bac'h a oa bet savet gant tad Bashar Al-Assad, Hafez al-Assad, evit bac'hañ enebourien e renad. Darn anezho a oa djihadourien. "Diwar un hollad 1400 den e oa 1100 djihadour eus Afghanistan, Irak pe lec'h all"[1]. Pa voe kroget an emsavadeg er vro e 2011 e voe dieubet an holl anezho gant ar renad. Ar re-se a yeas etrezek norzh ar vro ha krouiñ pe emezeliñ e strolladoù djihadourien-sponterien islamek.
Dyab Serrihe, ur stourmer komunour bet toullbac'het etre 2006 ha 2011, en deus bet roet ar muiañ a vunudoù war an toull-bac'h hag an doareoù bevañ eno d'ar c'hevredigezhioù a zifenn gwirioù Mab-Den.