Mont d’an endalc’had

Torrente, el brazo tonto de la ley

Eus Wikipedia
Torrente, el brazo tonto de la ley
Sinema
TitlTorrente, el brazo tonto de la ley Kemmañ
Heuliet gantTorrente 2: Misión en Marbella Kemmañ
Tachennkomedienn, black comedy film, film birvidik, thriller film, crime film Kemmañ
Bro orinSpagn Kemmañ
Yezh orin ar film pe an abadenn skinwelspagnoleg Kemmañ
Deiziad embann13 Meu 1998, 16 Ebr 2015 Kemmañ
SevenerSantiago Segura Kemmañ
SenarioourSantiago Segura Kemmañ
SonaozerRoque Baños Kemmañ
ProduerAndrés Vicente Gómez Kemmañ
AmlederADS Service Kemmañ
Lec'h an istorMadrid Kemmañ
Lec'h filmañMadrid Kemmañ
Livliv Kemmañ
Prizioù resevetGoya Award for Best Supporting Actor, Goya Award for Best New Director Kemmañ
Bet kinniget evitGoya Award for Best Supporting Actor, Goya Award for Best New Director, Goya Award for Best New Actor Kemmañ
TudennoùJosé Luis Torrente Kemmañ
Diaz embannvideo diwar c’houlenn Kemmañ
NMHH film ratingCategory V Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://www.torrentelamaquina.es/ Kemmañ

Torrente, el brazo tonto de la ley zo ur film spagnol, ur film fent embannet e 1998, sevenet ha c'hoariet gant Santiago Segura ha produet gant Lolafilms. Ar fent implijet zo unan du o c'hoapaat kevredigezh Bro-Spagn (archerien, katoliked, estrenien...). Degemeret eo bet mat gant an arvesterien ha gant ar vurutellerien. Deuet eo da vezañ un heuliad filmoù diazez e sevenadurezh a-vremañ ar vro.

An titl zo bet awenet gant hini ar film Cobra, el brazo fuerte de la ley (Cobra, the strong arm of the law), an titl implijet e Bro-Spagn evit ar film gant Sylvester Stallone hag embannet e 1986.

Enoret eo bet ar c'hentañ film Torrente gant daou Goya Awards ha deuet e oa bet da vezañ ar film o rastellañ ar muiañ a arc'hant en istor ar sinema spagnol. An heuliadoù o deus rastellet muioc'h a arc'hant c'hoazh gant Torrente 2: Misión en Marbella. Undiazez eo bet ar film evit an heuliad filmoù Torrente gant Santiago Segura, hag a chom sevener hag aktour pennañ. An trede film zo anvet Torrente 3: El protector, ar pevare Torrente 4: Lethal Crisis hag ar pemvet a zo Torrente 5: Operación Eurovegas. An daou film diwezhañ zo bet filmet gant ar stumm stereoscopic 3D.

José Luis Torrente zo feneant, feuls, techet da evañ, gouennelour, seksist ha broadelour. Skarzhet eo bet eus ar polis spagnol met kenderc'hel a ra d'ober van da vezañ archer. Bevañ a ra en ur ranndi brein e Madrid gant e dad hag a zo en ur gador-ruilh. Lakaat a ra e dad ampechet da c'houlenn an aluzen er straed evit gounit arc'hant.

Evit an dudi e ra van da evezhiañ straedoù Madrid diouzh noz goude bezañ lonket forzh pegement a alkool, o vezañ feuls gant an estrañjourien a vev diwar trafikoù (dramm dreist-holl) ha laerezh anezho.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]