Tomoyuki Yamashita
Tomoyuki Yamashita (山下 奉文 Yamashita Tomoyuki), ganet d'an 8 a viz Du 1885 ha lazhet d'an 23 a viz C'hwevrer 1946, anvet ivez Tomobumi Yamashita, a oa ur jeneral e tirlu Lu Impalaeriezh Japan e-pad an Eil Brezel-bed.
E penn aloubadeg Malaya ha Singapour, deuet e oa brav gantañ o aloubiñ an daou lec'h e-doug 70 devezh. Hervez ar c'hentañ ministr saoz Winston Churchill, e oa bet graet eus an aloubadennoù-se "worst disaster" hag "largest capitulation" en istor milourel ar Rouantelezh-Unanet. Abalamour d'e obererezhioù ampart, Yamashita a oa bet lesanvet "the Tiger of Malaya". Pelloc'h er brezel e oa bet fiziet ennañ difennerezh Filipinez diouzh an nerzhioù lu stadunanat ha filipinat. Daoust ma oa o koll douaroù, dont a reas a-benn memestra da zerc'hel ul lodenn eus Luzon betek kodianidigezh Japan e miz Meurzh 1945.
Goude ar brezel, Yamashita a oa bet barnet evit torfedoù brezel sevenet gant e nerzhioù lu e-pad prantad difennerezh Filipinez e 1944. Ar prosez a voe unan burutellet garv, Yamashita a voe lakaet kiriek da obererezhioù mantrus e nerzhioù lu hep ma ne vefe prouenn ebet e vefe bet kelaouet eus kement-se. Ouzhpenn-se darn eus an torfedoù brezel a oa bet sevenet gant nerzhioù lu na oant ket dindan e urzhioù. Un diaz nevez a oa bet savet a-fed Gwir: ar penn brezel a zo kablus eus torfedoù ar soudarded izeloc'h evit e renk dre ar fed ne vefe ket furchet gant ar penn brezel evit gouzout hiroc'h ha talet ouzh outo. Graet eo hiziv-an-deiz c'hoazh "the Yamashita standard" eus kement-mañ. Yamashita a voe kondaonet d'ar marv en desped da reuz gant ofiserien Kevredet a oa sabatuet gant ar barn. Krouget e voe e 1946.
Ar prosez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Reizhegezh ar prosez graet buan-ha-buan a oa bet burutellet garv. Betek tud arbennikaet war ar Gwir evel Frank Murphy, en doa klemmet war meur a lodenn teknikel eus ar prosez: degemer prouennoù diasur-tre, ha dre vras ar vank a labour gwirion gant an ofiserien a rene al lez-varn. Da skouer, prouennoù anat ne oa ket Yamashita ar penn uhelañ war an holl bagadoù lu er Filipinez, a oa bet nac'het da vezañ diskouezet e-pad ar prosez.
Ar prokulor war an torfedoù brezel Allan A. Ryan en devoa embannet sklaer e oa dre urzh ar Jeneral MacArthur ha pemp jeneral all, gant lez-varn uhel Stadoù-Unanet Amerika, e oa bet lakaet Yamashita d'ar marv evit ar pezh a ao bet graet gant e soudarded hep urzh nag asant ha memes hep en gouzout. Hervez daou lez-varn uhel stadunanat disentez e oa bet graet eus ar varnadenn "a trial a miscarriage of justice, an exercise in vengeance, and a denial of human rights".