Tog tric'hornek
Un tog tric'hornek pe un tog tric'horn zo un tog dezhañ tri fleg e danvez an erien zo damheñvel ouzh kerniel hag a zo bet diouzh ar c'hiz en Europa an XVIIIvet kantved, betek bezañ arouez ar c'hantved.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]War-dro 1690 e oa kroget soudarded war varc'h an Dispac'h saoz da zougen togoù tric'hornek. Togoù gant erienoù ledan o doa, hag a gouezhe pa vezent gleb, ma ne welent netra, pezh a veze dañjerus. Neuze o doa savet erien o zog ha staget anezhañ ouzh an tog kement ha ken bihan ma roe an neuz d'an tog da gaout tri c'horn.
Ne oant ket ar re gentañ o sevel erien o zog. Kemend-all a veze graet gant mouskederien armeoù Europa a save un tu eus an erien a-raok dibenn an XVIIIvet kantved, pe an tu a-raok, pe un tu war ar c'hostez.
Ar soudarded eta a reas brud an tog tric'hornek. met ne voe ket graet un degemer kaer dezhañ en holl vroioù.
Spagn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E Spagn, e 1766, e fellas d'ar ministr Leopoldo de Gregorio, markiz Esquilache, rediañ ar wazed da wiskañ pep a dog tric'hornek evit ma vije dilezet ar sombrero redondo hag ar gapenn vras a roe tu da guzhat an dremm. Emsavadeg a voe a-enep dezhañ ma rankas ar roue kas e vinistr kuit ha tennañ e lezenn.
Togoù tric'hornek a vez c'hoazh gant ar Guardia Civil.
[[Image:|thumb|left|Un den gant e dog tric'hornek, livet gant Thomas Gainsborough.]]
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pennadoù kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Poltredoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
Anna Amalie, priñsez Prus (1723-1787) livet gant Antoine Pesne. C'hoar e oa da roue Prus, Friedrich II .
-
Un den gwisket hervez giz lez an tsar Pêr Veur.