Sombrero
Mont d’ar merdeerezh
Mont d’ar c’hlask
Ar sombrero eo anv spagnolek an tog, gant ma vo erienoù dezhañ.
Er broioù all eo dreist-holl anv ar sombrero mec'hikan, erienet ledan, kentoc'h eget ar jipijapa, anvet ivez Panama, goude ma'z int sombreros o-daou e spagnoleg.
Gerdarzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Dont a ra ar ger eus "sombra", a dalv kement ha disheol. Un tog dierien n'eo ket ur sombrero eta.
Danvez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Gallout a ra bezañ graet e gloan, feltr, lêr, plouz.
Dañs[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Un dañs mec'hikan a zo anvet Jarabe Tapatío, pe "dañs ar sombrero", a vez dañset en enor da sombrero ar vro.