Tobit

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Pare Tobit, gwerenn-livet eus Iliz Saint-Front e Perigueux


Tobit a zo tudenn bennañ Levr Tobit, unan eus Levrioù eilkanonel ar Bibl.

Setu istor Tobit hervez troerien An Tour-Tan : "Un den fur ha deol eo Tobit, o vevañ en harlu, e Nineue, kêrbenn bro an Asurianed, gant e wreg Anna hag e vab Tobia.... Daoust da se ez eo kouezhet warnañ un drougeur, p'en deus kollet ar gweled hag en arbenn da se e vez graet goap anezhañ gant e amezeion ha zoken gant e wreg. Met Tobit a chom feal d'an Aotroù, a zo oc'h amprouiñ anezhañ, hag ar bedenn a zeu diwar e vuzelloù a zo leun a fiziañs hag a uvelded. Selaouet eo e bedenn, ha divizet eo gant Doue diskouez e vadelezh d'e servijer : dileuriañ a ra ur c'hannad, Azarias, evit ambroug Tobia, mab Tobit, betek Rages, e bro Media, e-lec'h m'en devoa an tad fiziet gwechall un nebeud arc'hant. Bleniet gant e geneil, e ra Tobia, e-kerzh e veaj, un ehan en Ekbatan, e ti Ragouel, un den eus e gerentiezh. Hemañ en deus ur verc'h, Sara, a zo gwallskoet gant ur spered fall ha dismegañset en abeg da se gant hec'h amezeion. War atiz Azarias e c'houlenn Tobia he dorn digant he zad, ha setu graet an dimeziñ, dinammet ar wreg yaouank, degaset an arc'hant eus Rages ha lidet devezhioù an eured. Ha pa vezo distro an dud da Nineue, ec'h adkavo Tobit ar gweled, a drugarez d'ur pesk tapet gant e vab e-kerzh e veaj, ha dreist-holl a drugarez da Azarias, a zizoloio neuze e anv gwirion, Rafael, "unan eus ar seizh ael en em zalc'h dirak klod an Aotroù(12,15). Setu graet e gefridi, hag a-raok kimiadiñ e ped an holl da vennigañ an Aotroù. Ha setu Tobit o veuliñ Doue gant ur c'ha a drugarez, o pediñ e genvroiz da zistreiñ d'an Aotroù, hag o tiougan an distro eus an harlu, adsavidigezh ha klod Yerousalem, e-lec'h m'en em zastumo an holl vroadoù da vennigañ ha da servijiñ Doue ar c'hantvedoù."[1].

Tu zo da geñveriañ ar gontadenn-mañ gant hini Job a zo, hi, un drajedienn met a gomz ivez eus fealded ha deoliezh uvel[2].


Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Troidigezh An Tour-Tan, levrenn 5, 1986, p 47
  2. Dictionnaire culturel de la Bible, Cerf/Nathan, 1990, p 249