Tired etre div lizherenn
Neuz
An tired etre div lizherenn a vez implijet e meur a yezh.
E saozneg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E saozneg e vez lakaet un tired a-wezhioù etre div lizherenn e-kreiz ur ger, da sklaeraat ar ster :
- repair « dresañ, kempenn » e-kichen re-pair « pariñ en-dro »
E brezhoneg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E brezhoneg, gwelout : barrennig-stagañ .
- En doare-skrivañ brezhonek etrerannyezhel, gant un nebeud tud, evit diskouez e vez distaget ur 'z' gant an holl rannyezhoù, e-giz ma vije e penn-kentañ ur ger :
- di-zesk, daou-zeg.
Drefent e lavar tud zo n'eo ket ur varrennig-stagañ, met ur varrennig-distagañ.
Arouezioù all etre div lizherenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- E katalaneg e vez lakaet ur pik etre div lizherenn, dezhañ un dalvoudegezh all c'hoazh .