Mont d’an endalc’had

Timbroù an Emirelezhioù Arab Unanet

Eus Wikipedia
Kartenn an E.A.U.
Timbr ar bloaz 1973
Timbr ar bloaz 1975

Abaoe fin an XIXvet kantved e veze difennet emirelezhioù ledenez Arabia gant ar Rouantelezh-Unanet. Un termen a voe roet e miz Du d'ar feurm-emglev skoulmet gant « Stadoù an Arsav-brezel" (Trucial States e saozneg) ha Londrez. Divizet e voe neuze gant c'hwec'h emirelezh – Dubai, Abu Dhabi, Sharjah, Ajman, Umm al-Qaywayn ha Fujairah – sevel Stad an Emirelezhioù Arab Unanet. Mont a raio ur seizhvet emirelezh (Ras al Khaimah) ganto d'an 10 a viz C'hwevrer 1972. D'ar c'hentañ a viz Genver 1973 e teuas er-maez timbroù kentañ ar c'hevread.

A-raok an deiziad-se e oa ret da bep emirelezh kaout he zimbroù he-unan.

Timbroù an Emirelezhioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Etre 1964 ha 1972 ez eus bet embannet ur sammad bras spontus a dimbroù-post dindan anv ar seizh emirelezh. Lesanvet e vezont "erinoù" (Dunes e saozneg), diwar al lec'h m'int bet savet. Moullet e-maez ar vro, gwerzhet e-maez ar vro d'an dastumerien, pe zoken roet evit netra er boestoù fourmaj (!), n'eus talvoudegezh ebet gant ar skeudennoù liesliv-se.

J.F. Kennedy hag e familh (1964)

Stad Ajman eo, hep mar ebet, an hini frouezhusañ a-fed embann timbroù dindan hec'h anv. Kazi sur eo n'int ket bet implijet er vro.

Enoret e voe Anna Vreizh – e-touez un dibab poltredoù rouaned Frañs - gant Postoù Ajman kalz bloavezhioù a-raok Postoù Bro-C'hall.

Embannet ez eus bet timbroù dindan anv Sharjah & Dependencies etre 1963 ha 1972. Timbroù a bep seurt ment hag a bep seurt stumm a gaver : tric'hornek, ront, hirrgarrezek, romb... Alies e veze moullet, e korn an timbr, poltred penn-meur an emirelezh, ar Sheikh Saqr ben Sultan Al Qaqsuni.

Timbr ar bloaz 1963

Etre 1965 ha 1969 ec'h embannas enklozadur Khor Fakkan timbroù gant an alc'hwez "Khor Fakkan", tiriad e dalc'h Sharjah" evit klask o gwerzhañ da dimbrawourien ar bed-holl.

Umm al-Qaywayn

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Ras al-Khaima

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Livadur De Vinci (1968)
C'hoarioù Olimpek 1972

E 1965 e krogas an embann timbroù. War-bouez ar rummad kentañ a ginnig ar Sheikh Saker Ben, ur wezenn-balmez hag ur vag hengounel, an holl dimbroù a oa gouestlet da bennoù-bras estren, livadurioù arzourien estren, d'ar C'hoarioù Olimpek, d'al loened...

Taolenn Renoir (1970)

Dindan anv FUJEIRA ez eus bet embannet kantadoù a dimbroù etre 1964 ha 1972. Evit pinvidikaat dastumadennoù an dimbrawourien e voe enoret tudennoù brudet an Istor (Winston Churchill, J.F. Kennedy, Naser..), C'hoarioù Olimpek (Tokyo, München, Sapporo...), livadurioù arzourien Europa (Cézanne, Renoir...), an egor, kizhier, gouel Nedeleg... alese danvezioù pell-pell eus buhez ha sevenadur annezidi al ledenez arabek.