Mont d’an endalc’had

Timbroù Zambezia

Eus Wikipedia
Ar Roue Carlos Iañ - 1894
Ar Roue Carlos Iañ 1903

Krouet e voe Kompagnunezh Zambezia d’an 20 a viz Mae 1892, met ne badas ket labour merañ ar gompagnunezh portugalat-se er rannvro eus gevred Afrika, kontrol da Gompagnunezh Nyasa. E 1894 e voe savet ez ofisiel Proviñs Zambezia, kêrioù bras Tete ha Quelimane a voe staget outi betek 1913.

Ar pevarzek timbr kentañ embannet e 1894 zo heñvel an eil ouzh egile, war-bouez al liv a cheñch gant talvoud-gwerzh pep timbr. Diskrivañ a reont poltred ar Roue Carlos Iañ Portugal. Patrom an eil rummad (1898), gant e boltred ivez, a zo anavezet e pep trevadenn eus Impalaeriezh trevadennel Portugal. ZAMBEZIA zo skrivet du war wenn en traoñ.

Dreistmoullet e voe an timbroù-se e 1902 hag e 1905 evit doujañ ouzh feur ar prizioù kresket. Goude an dispac’h e Portugal e 1910 e voe ouzhpennet REPUBLICA a-dreuz an timbroù kozh.

Ne oa mui emren melestradurezh ar postoù e Zambezia e 1920, melestradurezh an drevadenn a embanne an timbroù a voe implijet er vro en he fezh neuze.

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]