Timbroù Mozambik

Eus Wikipedia

Trevadenn eus Portugal[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Timbr 1877
Ar Roue Carlos Iañ - 1898

Kregiñ a ra istor ar postoù er Mozambik gant ar sevel tachadoù-kenwerzh war intrudu ar Bortugaliz e penn kentañ ar XVIvet kantved.

E 1876 e voe embannet an timbroù kentañ, warno ur gurunenn, an hevelep patrom a servijo en holl drevadennoù portugalek. Ur rummad nav fezh anezhañ a vo advoullet e 1881 gant livioù nevez (10r ha 40r) hag e 1885 (20r,25r). Ur rummad a ginnig poltred ar Roue Luís Iañ a yelo er-maez e 1886.

Adalek ar bloavezhioù 1890 ha betek 1917 e vo embannet timbroù ispisial da vezañ implijet e rannvroioù Lourenço Marques (Maputo bremañ), Inhambane, ha Zambezia.

Ar Republik[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Timbr ar rummad Ceres
Tete 1914

Pa voe diskaret ar rouantelezh er Portugal e 1910 ha diazezet ur renad republikan e voe dreistmoullet an timbroù gant ar gerioù « REPUBLICA » pe « REPUBLICA MOÇAMBIQUE ». Un drevadenn bortugalek e chomo dalc’hmat ar Mozambik da vezañ avat.

E-barzh an tiriadoù Tete ha Quelimane, e voe implijet timbroù trevadennoù aziat ar Portugal (Makao, Timor) dreistmoullet gant « REPUBLICA TETE » pe « REPUBLICA QUELIMANE » e 1913.

Ur rummad timbroù a vo strewet er Portugal hag en holl drevadennoù e 1913, anavezet dindan anv Ceres, treset gant Constantino de Sobral Fernandes hag engravet gant José Sérgio de Carvalho e Silva. Reiñ a ra da welet an doueez Ceres, war-sav, e selloù paret dirazi, ur falz en he dorn. “REPUBLICA PORTUGUESA” zo skrivet e nec’h ha CORREIO (Postoù e portugaleg) en traoñ, nemet en trevadennoù a ginnig anv ar vro e liv du en ur skoedenn wenn.

Proviñs eus Portugal[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Timbr 1951

An timbroù embannet goude ar brezel zo mui pe vui heñvel e pep trevadenn eus Portugal.

Gweledvaoù liesseurt a zo danvez ur rummad embannet e 1948, un heuliadenn 24 timbr a ro da anaout pesked e 1951. Balafenned a zo danvez un toullad timbroù a vent heñvel e 1953, skoed-armez kêrioù Mozambik e 1961.

Republik Mozambik[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Timbr 1979

E 1974 eo trec’h ar FRELIMO (Frente de Libertação de Moçambique - Talbenn Dieubidigezh ar Mozambik) a gase ar stourm armet a-enep ar Portugal, ha dizalc’h eo ar vro adal ar 25 a viz Even 1975.

Kalzik timbroù bet embannet abaoe 1953 zo dreistmoullet gant ar ger INDEPENDENCIA met tamm ha tamm e kinnig Servij ar Postoù timbroù heverk.

Dre m’eo deuet ar Stad nevez da vout ur « Republik Poblek » e vez embannet kalzig timbroù a vrud gwirioù ar maouezed, al labourerien (Gouel al Labour e 1977 ha 1980), ar FRELIMO, deiz ha bloaz an dieubidigezh, c’hoarioù olimpek Moskov e 1980… Rummadoù zo gouestlet d’al loened ivez (laboused, chas, balafenned…). Troet war zu sevenadur ha darvoudoù ar vro e chom an darn vrasañ eus an timbroù.

E 1992 e paouez ar pennoù-bras gant an ideologiezh marksour-leninour, ha tostaat a ra ar Mozambik ouzh ar C’hornôg. Ezel Kenglad ar Broadoù (Commonwealth) eo e 1995, desped d’ar vro bezañ ur Republik ha nann-saozneger ar boblañs.

Mont a ra politikerezh postoù ar Mozambik gant ur gammdro er bloaz 1998 pa tiviz embann rummadoù diniver, pell a-walc’h o zanvez eus buhez an dud. 27 timbr e 1998 ha 13 tamm e 1999 zo poltred ar priñsez Diana warno. C’hoarioù olimpek Sidney a zo enoret gant 36 timbr. Un dibab a blijo d’an dastumerien timbroù dre demoù hepken.

Postoù prevez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1891 ez eus bet fiziet e Kompagnunezh Mozambik (Companhia de Moçambique) melestradurezh ar postoù e rannvroioù Manica ha Sofala. Embann a ra timbroù dindan hec’h anv betek 1942.

Gant Kompagnunezh Nyassa (Companhia de Nyassa) ez eus bet savet un toullad timbroù être 1898 ha 1929.

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]