Timbroù Tuvalu
Tuvalu zo un enezeg peder enezenn ha pemp atoll anezhi er Meurvor Habask, etre Hawai hag Aostralia. Gant ur gorread a 26 kilometrad karrez ez eo ar c’hwec'hvet Stad vihanañ er bed.
Un drevadenn eus Breizh-Veur e voe adalek 1892 dindan an anv Inizi Ellice, a-raok ma voe unvanet he melestradurezh gant hini an Inizi Gilbert e 1916. Dont a reas da vezañ dizalc'h d’ar 1añ a viz Here 1978, pa oa ezel eus Kenglad ar Broadoù. Diouzh he zu e voe roet o frankiz d’an Inizi Gilbert e 1979 a yelo da vezañ Republik Kiribati.
Krouet e voe Burev timbrawouriezh Tuvalu d'ar 1añ a viz Genver 1976, an deiz ma voe diskaret ez-ofisiel trevadenn “Inizi Gilbert hag Ellice” ha ma voe krouet ur velestradurezh ispisial e Tuvalu. Embannet e voe hep gortoz ur rummad timbroù “Gilbert hag Ellice” dreistmoullet TUVALU ha timbroù-lid. Evit sankañ don e spered an dud e oa dispartiet annezidi Ellice (Tuvalu hiviziken) diouzh re Inizi Gilbert e voe embannet timbroù a-ratozh, warno penn pep a vroad tal-ouzh-tal, ha skrivet er c’hreiz SEPARATION 1st January 1976.
Dont a reas Tuvalu da vezañ ezel eus Unvaniezh Postoù ar Bed d'an 3 a viz C'hwevrer 1981.
Prosez Clive Feigenbaum
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E dibenn ar bloavezhioù 1980 e savas klemm Gouarnamant Tuvalu a-enep Clive Feigenbaum a oa prezidant ar « Philatelic Distribution Corporation » (P.D.C.). Clive Harold Feigenbaum (1939-2007) a oa un embregour saoz a oa deuet a-benn, gant e gamalad Geral Rosen, da gendrec’hiñ pennoù-bras inizi nebeut anavezet da fiziañ ennañ al labour produiñ ha gwerzhañ timbroù dindan anv an inizi. Ober a rejont war-dro an tresañ, ar moullañ timbroù, ha pourchas anezho da bennoù-bras pe da berc’henned an tiriad, hogen miret e veze an darn vrasañ gant an daou lampon evit gwerzhañ anezho o-unan. Kregiñ a rejont da werzhañ timbroù evit enezennig Calf of Man ha goude-se e kendalc'hjont da embann timbroù evit inizi Pabay, Sanda ha Stroma e Bro-Skos. Goude-se e voe savet timbroù evit an Inizi Davaar e 1964, Soay e 1965 ha Staffa e 1969. Tamallet e voe dezho gant pennadurezhioù Tuvalu bezañ produet e fin ar bloavezhioù 1980 timbroù gant fazioù a-ratozh evit o gwerzhañ d'an dastumerien e prizioù uheloc’h. Hervez ar New York Times, P.D.C. en deus produet 14 000 timbr gant fazioù : timbroù gant ar skeudenn greiz penn ouzh penn, gant mankoù, pe toulloù liesseurt, a veze gwerzhet e prizioù kresket.
Betek ar bloavezhioù 80 e oa tost danvez an timbroù ouzh buhez an enezeg ha sevenadur ar rannvro : pesked ha bleunioù ar vro, deiz-ha-bloaz James Cook, ar skol vageal, bigi… hep disoñjal deizioù-ha-bloaz tiegezh roueel Breizh-Veur…
Tamm-ha-tamm e voe embannet muioc’h-mui a dimbroù (70 skouerenn e 1984), gant danvezioù a blije d’an dastumerien er bed : balafenned, kizhier ha chas, Elvis Presley, ar Briñsez Diana, J.F. Kennedy… ha familh Elesbed II dalc’hmat. E 2007 ha 2008 e voe embannet timbroù gant ar meneg GLOBAL WARMING (Ar bed o tommaat) evit klask sachañ evezh tud ar bed-holl.
Postoù lec’hel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Etre 1984 ha 1988 e voe moullet timbroù lec’hel evit enezennoù – Funafuti, Nanumaga, Nanumea, Niutao, Nui, Nukufetau, Nukulaelae, Vaitupu.