Mont d’an endalc’had

Timbroù Tristan da Cunha

Eus Wikipedia
Timbr 1952
Enez Gough 1954

Emañ enezeg Tristan da Cunha e su ar Meurvor Atlantel, dres etre aodoù Amerika ha re Afrika ar Su. Dizoloet e 1506 gant ar merdeer portugalat Tristão da Cunha, e teuas da vezañ trevadenn ar Rouantelezh Unanet e 1816. Un Tiriad tramor eus Breizh-Veur eo abaoe 2009, asambles gant inizi Santez-Helena hag Ascension. Nebeutoc’h eget 250 den a vez o vevañ war an enezenn bennañ.

E 1946 e voe embannet pegsunioù gant manked, an talvoud-gwerzh anezho o vezañ skrivet e patatez. Implijet e Tristan da Cunha hepken, n’int ket renablet e-touez an timbroù ofisiel. Met, pa voe lidet deiz-ha-bloaz marv Sir Rowland Hill e 1979 e voe skeudennaouet ar blok-lidañ gant an “timbr” ruz 4 fatatezenn eus ar rummad-se. Mod all, impljijet e veze timbroù Santez-Helena gant an annezidi.

E 1952 e voe lakaet e gwerzh timbroù enezenn Santez-Helena ar bloavezhioù 1938 betek 1949 dreistmoullet gant TRISTAN DA CUNHA. Penn ar roue George VI a weler war an 12 timbr, met bloaz war-lerc’h eo poltred e verc’h Elesbed II a voe embannet war bep timbr eus ar rummad boutin. Buhez ar vro, loened an inizi (olifant-mor en enez Gough, legestr…) a ya d’ober danvez an timbroù engravet-kaer.

Tarzhadenn ur menez-tan a redias an annezidi da guitaat an enezenn e 1961. Distro e voe an darn-vrasañ e 1963.

Un nebeud timbroù hepken a vez moullet bep bloaz, ar pezh a ro un tamm talvoudegezh dezho. Lakaet e vez war-wel buhez hag istor an enezenn... ha tiegezh ar Rouanez.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Butler, Henry John, The Postal History of Tristan Da Cunha 1906–1950 The Philatelist magazine of the Postal History Society
  • Crabb, George. The History and Postal History of Tristan da Cunha. Ewell: G. Crabb, 1980
  • Crawford, Allan B. Penguins, Potatoes & Postage Stamps: A Tristan da Cunha Chronicle. Oswestry: Anthony Nelson, 1999 ISBN 0-9046146-8-9
  • MacKay, James A. and George F. Crabb. Tristan da Cunha: Its postal history and philately. Ewell, Surrey: Published by the authors, 1965
  • Mueller, Michael D. and Peter P. McCann (editors). Thirty years of St. Helena, Ascension, and Tristan da Cunha philately: a collection of new, revised and reprinted articles published by the St. Helena, Ascension and Tristan da Cunha Philatelic Society on the occasion of the 30th anniversary of the founding of the society. Morgantown: St. Helena, Ascension and Tristan Da Cunha Philatelic Society, 2006 ISBN 1-890454-37-0
  • Peck, Richard. Handbook of Modern Tristan da Cunha Philately. Sydney: R. Peck, 1992 ISBN 0-9491772-4-5 Comprising: Pt. 1: Stamps & stationery; Pt. 2: Postal history and cinderellas.

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]