Timbroù Stellaland
Ur republik Boer e oa ar Stellaland etre 1882 ha 1885, lec’hiet etre ar Bechuanaland ha Suafrika.
Pemp timbr-post a oa bet embannet gant ar Stellaland e miz C’hwevrer 1884, gant an anv Republiek Stellaland. N’eo ket brav-brav an doare-moullañ.
Pa voe aloubet ar vro gant ar Saozon ha teuzet ar republik bihan gant trevadenn ar Bechuanaland (30 a viz Gwengolo 1885) e voe implijet timbroù anezhañ a-neuze. Ken berr eo bet buhez ar Stellaland n’eus ket bet implijet kalz timbroù gant an dud e gwirionez.
E 1885, Twee (daou en afrikaneg) a oa bet moulet war un nebeud timbroù 4 penny evit rannañ e daou o friz. Rouez-tre int ha ker-ruz ez eo o zalvoudegezh hiviziken.
E penn kentañ an XXvet kantved e oa bet embannet timbroù gant Vryburg, kerbenn ar Stellaland, dindan an anv « VR special post » (VR evit Vryburg).