Mont d’an endalc’had

Timbroù Patiala

Eus Wikipedia
Ar rouanez Victoria (1885)
Ar roue George V (1932)

Ur Stad indian er Panjab e oa Patiala, lec’hiet er gevred da Stad Sirmoor.

Ur Stad-priñselezh (Princely State e saozneg) gwarezet gant ar Rouantelezh-Unanet eo bet Patiala pa oa Indez dindan dalc’h ar vro-se. A-drugarez d'he statud emren e voe aotreet Patalia da embann timbroù India saoz, implijet er peurrest eus ar vro, nemet dreistmoullet gant PATALIA STATE.

An hevelep emglev a voe sinet etre melestradurezh kreiz India (dindan dalc’h ar Saozon) ha Stadoù bihan Faridkot, Chamba, Gwalior, Jhind ha Nabha evit aotren servijoù-post ar priñselezhioù da soulgargañ gant o anv timbroù an India saoz.

E 1884 ha 1885 ez eo embannet an timbroù kentañ, skrivet warno PUTTIALLA STATE. Adalek 1892 ez eo reizhet anv ar vro : PATIALA STATE a lenner diwar neuze.

Dremedal ha roue George VI

Etre 1884 ha 1944 ez eus bet moullet 105 timbr boutin ha 74 timbr-servij dindan anv Patiala. Timbroù Republik India a voe implijet adalek 1947.

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]