Timbroù Nabha

Eus Wikipedia
Ar Rouanez Viktoria
Ar Roue Edward VII

Emañ an Nabha e Su ha Reter ar Punjab, en India. Ur “Stad-priñselezh” emren eo bet, gwarezet gant ar Rouantelezh-Unanet a-raok bezañ un tiriad eus Unvaniezh India. E Stad kevreadel ar Punjab emañ bremañ, e rannbarzh Patiala.

Etre 1884 ha 1887 ez eus sinet un emglev etre melestradurezh kreiz India (dindan dalc’h ar Rouantelezh-Unanet) ha Stadoù bihan Nabha, Faridkot, Chamba, Gwalior, Jhind, ha Patiala hag a aotren servijoù-post ar priñselezhioù da soulgargañ gant o anv timbroù an India saoz, dindan diviz e asantont sentiñ ouzh reolennoù a-zivout priz an timbroù, an dasparzhañ lizhiri…

Ar Roue George VI

Adalek 1885, bloavezh sinadur an emglev, e vez soulgarget timbroù an India saoz, warne poltred ar Rouanez Victoria hag ar Roueed Edouarzh VII ha George VI gant ar gerioù « NABHA STATE » pe "NABHA SERVICE".

Timbroù Nabha zo bet lakaet un dermen d’o implij d’ar 1añ a viz Genver 1951. Timbroù India a vez graet gante adal ar 1añ a viz Ebrel 1950.

Gwelout ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]