Timbroù Chamba
Neuz
Emañ Stad Chamba e rannvro an Himachal Pradesh, e Hanternoz India.
Etre 1884 ha 1887 ez eus sinet un emglev etre melestradurezh kreiz India (dindan dalc’h ar Rouantelezh Unanet) ha Stadoù bihan Chamba, Faridkot, Gwalior, Jhind, Nabha ha Patiala hag a aotren servijoù-post ar priñselezhioù da soulgargañ gant o anv timbroù an India saoz.
Daoust da zisparti ar Saozon e vir Chamba ec’h emrenerezh postel betek ar 1añ a viz Genver 1951, pa’z eo diwiriekaet timbroù Chamba. Timbroù Republik India a oa implijet eno abaoe ar 1añ a viz Ebrel 1950 dija.
Timbroù soulgarget CHMABA zo bet moulet, met rouez-tre int avat.