Mont d’an endalc’had

Timbroù Palau

Eus Wikipedia
Timbroù Palau
Timbroù Palau

26 enezenn a ra d’ober enezeg Palau er Meurvor Habask, un darn eus enezeg Karolina.

Etre 1889 ha 1914 ez eus bet implijet timbroù an Inizi Karolina embannet gant melestradurezh trevadennel Alamagn, hag etre 1914 ha 1944 re ar Japan. E fin an Eil Brezel-bed e reer gant timbroù Stadoù-Unanet Amerika, aotrouniezh an enezeg Karolina.

E 1979 e tiviz an annezidi bezañ dieub dre ur c'houlennadeg a sav a-du gant ur vonreizh nevez, lakaet da dalvezout d’ar 1añ a viz Genver 1981. Dizalc’h da vat e voe Republik Palau d’ar 1añ a viz Here 1994 ha degemeret en Aozadur ar Broadoù Unanet.

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]