Mont d’an endalc’had

Timbroù Martinik

Eus Wikipedia
Timbr Martinik 1892
Timbr Martinik 1908

Un enezenn e Mor an Antilhez (Kreiz Amerika) eo ar Martinik. Emañ e dalc’h Bro-C’hall abaoe ar XVIIvet kantved, gant ur statud a drevadenn betek an eil Brezel-bed, gant ur statud a zepartamant-tramor (ha Rannvro war an dro) bremañ.

Etre 1886 ha 1892 zo bet implijet timbroù rummadoù hollek an Trevadennoù Gall soulgarget Martinique pe MQE.

Etre 1892 ha 1947 ez eus bet moulet timbroù ispisial gant ar meneg “Martinique” mui RF (nemet ar rummad a ziskouez poltred Philippe Pétain istitlet “Postes Françaises”).

Heñvel eo rummadoù-timbroù zo ouzh ar re gwerzhet e tiriadoù all an impalaeriezh c’hall (Pierre ha Marie Curie e 1938 pe Victor Schoelcher e 1943-45) met skeudennaouet eo a-wechoù menezioù pe tudennoù ar vro.

An timbroù gall eo a vez graet gante bremañ.