Mont d’an endalc’had

Timbroù Gwadeloup

Eus Wikipedia
Timbr ar bloaz 1884
Timbr ar bloaz 1905

Ur servij postel reoliek a voe savet war an enezenn e 1849 tra ma voe implijet timbroù gall eno adalek ar bloaz 1851. E 1859 e voe lakaet e gwerzh e Gwadeloup an timbroù moullet a-ratozh evit an trevadennoù gall. Etre ar bloaz 1884 ha 1891 e voe dreistmoullet timbroù an trevadennoù gall gant G.P.E. mui ar sifroù a roe da c’houzout talvoud-gwerzh an timbroù, Guadeloupe e 1889 ha 1891. Fazioù reizhskrivañ an anv a oa niverus : Gnadeloup, Guadbloupe, Guadeloupe, Guadelouep.

E 1892 avat e teuas er-maez ar rummad Navigation et Commerce hag e voe meneget sklaer anv an drevadenn : Guadeloupe et dépendances e traoñ an timbroù. Kavet e voe diwezhatoc’h (1903) al lizherennoù G & D hepken moullet war timbroù ar bloaz 1892, da lavaret eo berradur Guadeloupe et dépendances.

E 1906-1907 e teuas er-maez timbroù a vent vrasoc’h o kinnig gweledvaoù an enezeg : ar menez Houëlmont, menez-tan La Soufrière ha Pointe-à-Pitre. Skrivet eo GUADELOUPE POSTES er c’horn kleiz pe en nec’h, ha REPUBLIQUE FRANÇAISE en traoñ. Un eil rummad « touristel » a zo bet moullet e 1928, warno al lizherennoù RF e-lec’h République Française.

Timbr ar bloaz 1924

Gant ar rummad timbroù embannet e 1935 evit lidañ 300vet deiz-ha-bloaz stagadenn an Antilhez ouzh Bro-C’hall e voe echuet an embann timbroù orin : gant Postoù ar Frañs e voe lakaet e gwerzh timbroù boutin dasparzhet en holl drevadennoù ar Stad-C'hall (deiz-ha-bloaz Dispac'h Gall 1789, Diskouezadeg an Trevadennoù, Difenn an Impalaeriezh…)

Etre 1940 ha 1944 e voe skignet timbroù ar France Libre. 15 000 timbr a oa bet moullet gant Poellgor Frañs an Dieubidigezh Broadel ha 5 000 skwerenn c’hoazh gant nerzhioù ar Rezistañs.

D'an 19 a viz Meurzh 1946 e teuas Gwadeloup da vezañ un departamant tramor gall hag implijet e voe timbroù-post gall eno adarre e 1947. Ur rummad timbroù diwezhañ gouestlet da vaouezed an inizi ha d’an dastum frouezh ar vro a zo bet moullet e 1947.

Timbr ar bloaz 1947

Gant Postoù Bro-C’hall e vez dibabet, bep an amzer, embann timbroù a ro deomp da anaout gweledvaoù, tudennoù pe sevenadur Gwadeloup. N'eus ger kreolek ebet warno avat.

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]