Navigation et Commerce (1892)
Anvet eo "Commerce et Navigation" pe "Groupe allégorique" ar rummad timbroù embannet e fin an XIXvet kantved evit bezañ implijet e trevadennoù ar Stad C'hall.
Treset ez eus bet daou zen alegorek, unan o vezañ arouez ar c'henwerzh, egile ar merdeerezh, pep hini anezho o terc'hel start banniel triliv Bro-C'hall. A-us o fenn eo bet skrivet REPUBLIQUE FRANÇAISE ha COLONIES POSTES.
Talvoud-gwerzh an timbr zo skrivet gant lizherennoù bras dreist ur skoedenn a verk anv an drevadenn e liv ruz pe c'hlas. Engravet e voe gant Louis-Eugène Mouchon, anv a lenner er c'horn dehou, en traoñ.
Un dibab e voe embann timbroù espres-kaer evit pep tiriad, ha pa vefe en Okeania, en Afrika pe en Azia, kentoc'h eget derc'hel gant ur rummad unton evel a-raok. Klasket ez eus bet mirout ouzh ar stalioù kenwerzh a brene timbroù en ul lec'h evit gwerzhañ anezho en un drevadenn arall, ha gounit mod-se diwar emdroadur an nevid. Ar rummad Alphée Dubois a voe dreistmoullet evit taliñ ouzh ar floderien, met paouezet e voe an embann e 1892.