Mont d’an endalc’had

Timbroù Lituania

Eus Wikipedia

E-kerzh an Xvet pe an XIIvet kantved, pe abretoc’h zoken, e krog istor ar postoù e Lituania ( « Lietuva » e lituaneg) gant ur sistem mesajerezh anvet krivūlė. Ur servij postoù a zo bet lakaet war droad e 1562, da liammañ kêr Vilnius ouzh Kraków ha Venezia.

Timbr Alamagn 1916

Aloubadeg Alamagn (1916-1919)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dindan beli Impalaeriezh Rusia e oa Lituania betek an XXvet kantved. Goude tarzh ar Brezel-bed kentañ e voe aloubet Lituania ha Kourland (rannvro Latvia) gant armeoù Alamagn e 1915. Diazezet e voe melestradurezh keodedel Oberbefehlhaber Ost war dachenn aloubet gant Alamagn en Impalaeriezh rusian. Timbroù alaman moullet “Postgebiet Ob. Ost” a voe embannet e 1916.

Timbroù kentañ ar Republik (1919-1940)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Timbr 1918
Timbr 1939

D'ar 16 a viz C'hwevrer 1918 e voe votet al lezenn a embann ez eo Lituania ur republik dizalc'h. E Vilnius e voe embannet ar c'hentañ timbroù-post lituaniat (anvet ‘Baltukai’). Heuliet e voe gant embannadur Kaunas, heñvel ouzh hini Vilnius, e 1919. En holl e voe embannet 768 timbroù a stummoù disheñvel gant Republik Lituania etre 1918 ha 1940. An darn vrasañ eus an timbroù zo warno arouezioù ar frankiz nevez gounezet : tudennoù istorel, deiz-ha-bloaz ar Republik, kroaz Loren... Kavet e vez ouzhpenn 2 000 kemm abalamour da fazioù moullañ liesseurt. E 1921 e voe embannet ar c'hentañ timbroù post-nij.

Aloubadeg Soviediz (1940-1941)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Timbr 1940

Goude aloubadeg an Unaniezh Soviedel e 1940 e voe moullet war timbroù lituania "LTSR" (Lietuvos Tarybų Socialistinė Respublika , Republik Sokialour Soviedel Lituania e lituaneg). Erlec'hiet e voent diwezhatoc'h gant timbroù soviedel.

Aloubadeg Alamagn (1941-1945)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Timbr 1941

D'an 22 a viz Even 1941 e voe aloubet an Unvaniezh Soviedel gant arme an Trede Reich (Oberiadur-brezel Barbarossa). Goude an aloubadeg alaman e voe moullet war timbroù soviedel "Nepriklausoma Lietuva 1941-VI-23" (Lituania dizalc'h 1941-VI-23) e 1941. Ur mell gaou e gwirionez, rak dont a reas Lituania da vezañ ul lodenn eus ar Reichskommissaria Ostland, da lavaret eo melestradurezh an aloubadeg alaman. Embannet e veze timbroù Alamagn dreistmoullet betek 1944.

Marevezh Soviediz (1944-1991)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Timbr Unvaniezh Soviedel 1958 - Vilnius

Goude ar brezel e teuas Lituania da vezañ ur republik en Unvaniezh Soviedel. Timbroù ar Stad soviedel a voe implijet eno. Gouestlet e voe timbroù da lec'hioù pe degouezhoù litunanian (Iliz-Veur Vilnius, Eglė rouanez an naered, gizioù hengounel Lituania...)

Timbroù an Eil Republik (1990-)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Timbroù kentañ embannet e 1990-91
Timbroù 2001

D'an 11 a viz Meurzh 1990 ez eo embannet dizalc’hiezh Lituania en-dro, met anavezet e voe gant an Unvaniezh Soviedel d'ar 6 a viz Gwengolo 1991. Timat e krogas Lituania da embann timbroù hec'h-unan adarre evit kadarnaat he statud nevez dirak ar bed.

Timbroù lec’hel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Meur a skignadenn lec'hel a voe ivez, en o zouez ar skignadenn lec'hel eus Raseiniai (1919), ar skignadenn amzerel eus mestr-post Telšiai (1920), ar skignadenn eus Grodno (1919) hag all.

Kreiz Lituania

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Timbr Kreiz Lituania
Timbr 1921

E-pad ar Brezel Poloniat-ha-Soviedat e embannas disrannerien a-du gant Polonia krouidigezh Republik Kreiz Lituania ( Litwa Środkowa ) tro-dro da Vilnius e miz Here 1920. Kreiz Lituania a embannas timbroù adalek 1920 betek he stagadenn gant Polonia e 1922.

E 1920, hervez Feur-emglev Versailhez, e voe fiziet melestradurezh an tiriad alaman e kornôg d'ar stêr Memel e Kuzul ar C'hannaded Bro-C’hall. Kaset e voe soudarded c'hall evit gwareziñ ar vro. Timbroù Alamagn a voe dreistmoullet gant ar velestradurezh c'hall (Memelgebiet) e 1920, timbroù Bro-C'hall da c'houde (betek 1922). D'an 9 a viz Genver 1923 e voe aloubet an tiriad gant Lituania e-pad Emsavadeg Klaipėda ha staget e voe ouzh Lituania. 3 dimbr hepken a voe embannet gant pennadurezhioù Lituania.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]