Timbroù Kazac'hstan
Ur rann eus Unaniezh Soviedel e oa Kazac’hstan betek ma tarzh ar Republik krouet e 1917 hag ec’h embann ar vro azian-se he frankiz e miz Kerzu 1991, a-unvouezh gant un toullad broioù nann-rusian.
Skrivagnerien, skiantourien, savadurioù pe gweledvaoù Kazac’hstan zo bet danvez un toullad timbroù eus an Unaniezh Soviedel, a-hed an XXvet kantved : dilennadegoù ar Sovied-Meur (ardamezioù ar Republik) e 1947, 30vet deiz-ha-bloaz ar Republik (opera Alma-Ata ha sez ar Sovied-Meur) e 1950, 40vet deiz-ha-bloaz Dispac’h Miz Here 1917, pe e 1958 gant ar rummad gouestlet da gêrbennoù an Unaniezh Soviedel (Alma-Ata).
N’eus ket bet kollet amzer evit lakaat war droad servijoù ar post. War an timbr kentañ, embannet d’an 23 a viz Meurzh 1992, e tizoloer skeudenn liesliv gwiskamant ur brezelour kozh, kavet e-barzh kern Issyk e 1969. Timbroù an Unaniezh Soviedel soulgarget zo anavezet, hogen n’int ket priziet gant Klub Timbrawouriezh Alma, rak douetañs zo e oant bet moullet evit marc’had an dastumerien hepken. An timbroù-se ne oant ket e gwerzh er burevioù-post ar vro ha ne glot ket an dalvoudegezh-gwerzh merket gant feurioù ar prantad-amzer.
D’ar 24 a viz Genver 1993 e teu er-maez ur rummad pemp timbr, ha pevar anezho a ginnig tresadenn un deltenn hengounel ("yourt") hag un egorlestr (evit reiñ da soñj e kreizenn Baikonour), gant un timbr a briz 50 roubl evit anavezout banniel Kazac’hstan.
Moneiz ar vro zo cheñchet e dibenn 1993 : tijn e lec’h tenge. An timbroù kozh, dezho un dalvoudegezh e roubl ha kopek, zo gwerzhet evel ma vefent skrivet er moneiz nevez. Adembannet e vo tresadenn ar yourt hag an egorlestr gant ur priz skrivet e moneiz nevez adalek miz Gouere 1994.
Aotrouniezh postel Kazac’hstan zo bet fur a-walc’h evit lakaat e gwerzh 30-40 timbr ar bloaz. Un tamm mat anezho zo gouestlet d’an egor.
Liamm diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (kk)(ru) Melestradurezh postoù Kazac’hstan