Mont d’an endalc’had

Timbroù Hong Kong

Eus Wikipedia
Ar rouanez Victoria, 1862
Ar roue Edouarzh VII, 1903
Timbr 1946

Ur geoded e kreisteiz Sina eo Hong Kong, war vord Mor Sina. Bet eo bet dindan aotrouniezh ar Rouantelezh Unanet etre 1842 ha 1997.

E 1841 e voe roet lañs da velestradurezh ar postoù e Hong Kong gant ar Royal Mail, war goulenn groñs marc'hadourien vreizjveuriat diazezet e Porzh Viktoria a-raok ma vefe al ledenez un drevadenn dindan beli ar Rouantelezh Unanet e 1842. Klemm a raent atav oc'h abegiñ e oa diefedus hervezo servij ar postoù e Sina d'ar c'houlz-se.

D'an 8 a viz Kerzu 1862 e teuas er-maez an timbroù kentañ. Alies-tre e voe poltredet pennoù kurunnenet ar Rouantelezh Unanet, ha pa vefe Viktoria, George V pe Elizabeth II, ha diskouezet er mod-se arouez splann edo Hong Kong hag he annezidi un darn eus impalaeriezh Breizh-Veur.

E 1997 ez eo bet roet tiriad Hong Kong da Republik Pobl Sina, nemet e vir an tiriad ur statud emren (Hong Kong Special Administrative Region) a aotren anezhañ, e-touez traoù all, da embann timbroù gant ar meneg Hong Kong China diwar vremañ. Ha n’heller ket ober gant timbroù ar velestradurezh vreizhveuriat ken evit kas lizehroù.