Timbroù Holkar
Neuz
Unan eus Stadoù-priñselezh India e oa Holkar da vare mestroniezh ar vro-se gant ar Rouantelezh-Unanet. Emañ an tiriad e kreiz India, etre Stadoù Dhar, Bhopal ha Bundi. Emañ bremañ e Stad Madhya an Unvaniezh Indian.
P'edo gwarezet Holkar gant ar Rouantelezh-Unanet betek ma tiwanas India dizalc'hez embannas Holkar un nebeud timbroù etre 1886 ha dibenn anEil Brezel-bed evit bezañ implijet er vro hepken.
War hogozik an holl dimbroù-se e weler poltred penn-meur ar vro er c’houlzad, ar Maharajah Tukoji Rao II (1886), Shivaji Rao (1889) pe Yeshwan Rao II (1929).
War-bouez ar rummad diwezhañ, an alc’hwez HOLKAR STATE a lenner war an timbroù. Ar rummad embannet e 1942-48 zo heñvel e stumm ouzh ar re all, met INDORE STATE POSTAGE zo da lenn.