Bhopal

Eus Wikipedia
भोपाल • Bhopal

An Taj-ul-Masajid
Riez India India
Tiriad Madhya Pradesh
Bann Bhopal
Ledred 23°15' Norzh
Hedred 77°25' Reter
Uhelder 427 m – 523 m
Gorread 463 km²
Poblañs 1 795 648 (2011)
Stankter 3 878 ann./km²
Yezh ofisiel Hindeg
Kod pellgomz 0755
Kod post 462001 betek 462050

Kêr-benn stad Madhya Pradesh eo Bhopal (distaget [bʱoːpaːl] en hindoustaneg ha /boʊˈpɑːl/ e saozneg), e kreizh India. Unan eus kêrioù "glasañ" ar vro eo[1], ha brudet eo evit he lennoù niverus. 16vet kêr vrasañ India eo, hag ar 131vet er bed[2].

Diazezet e voe e 1707 ha kêr-benn "stad Bhopal" e oa, ur stad priñsel eus ar Raj breizhveuriat. Kalz monumantoù a zeu eus ar mare-se, evel moskeenn an Taj-ul-Masajid ha palez an Taj Mahal (arabat droukveskañ gant an Taj Mahal en Agra).

Eno e c'hoarvezas brasañ gwallreuz industriel ar bed e miz Kerzu 1984 : tarzhadenn ul labouradeg diastuzerioù.

Treuzdougen[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Brasañ hini ar stad eo aerborzh etrebroadel Raja Bohj. E-touez ar c'hwec'h porzh-houarn a zo er gêr, hini Bhopal Junction e Bhopal kozh hag hini Bhopal Habibganj e Bhopal nevez eo ar re vrasañ. Kalz gourhentoù zo, ur rouedad busoù hag ur metro zo o vezañ savet.

Daveoù ha notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]