Mont d’an endalc’had

Timbroù Fernando Poo

Eus Wikipedia
Timbr Fernando Poo - 1964
Timbr Fernando Poo - 1903

Dizoloet gant ur martolod portugalat er XVvet kantved, Fernando Poo zo un enezenn e pleg-mor Ginea, e-tal ar C’hameroun. Trevadenn Spagn eo bet etre 1867 hag ar bloaz 1960, pa teu da vezañ « proviñs spagnol ». E 1968 eo roet e frankiz d’an enezenn a sav Ginea ar C'heheder, asambles gant proviñs ar Rio Muni (bet Ginea spagnol).

Timbroù a-ratozh evit an enezenn zo bet embannet etre 1868 ha 1909 gant ar velestradurezh spagnol. An nebeut rummadoù timbroù boutin a ziskouez poltred ar Rouanez Izabella II ha Roueed Alfonso XII hag Alfonso XIII (babig). Ur rummad 11 timbr spagnol soulgarget "FERNANDO POO" a vo embannet e 1929 ivez.

Timbroù Ginea spagnol a vez lakaet e gwerzh e Fernando Poo betek 1960, dindan anv « Territorios españoles del golfo de Guinea » (1909-1950) ha « Guinea española » (1951-1959).

Pa cheñch statud politikel ar vro e 1960 ec’h embanner en dro timbroù dindan anv Fernando Poo. Gouestlet int d’an natur (loened gouez, plantennoù), d'ar relijion ha d’ar visionerien gatolik ha d’ar Jeneral diktatour Franco.

Timbroù Ginea ar C'heheder (« Republica de Guinea ecuatorial ») a vez implijet e Fernando Poo adalek 1968. Bioko a vez graet eus an enezenn abaoe 1979.