Mont d’an endalc’had

Timbroù Eritrea

Eus Wikipedia

Emañ Bro-Eritrea e biz Afrika, etre Etiopia hag ar Mor ruz. Bevennet eo gant Soudan er c'hornôg, gant Etiopia er su ha gant Djibouti er gevred. Er c'hreisteiz hag er c'hornôg-reter eus ar vro ez eus un aod ledan war ar Mor Ruz. Deuet eo da vezañ trevadenn Bro-Italia e fin an XIXvet kantved, alese an anv ofisiel a voe roet gant Umberto Iañ a Savoia diwar an henc'hresianeg Ερυθραία / Eruthraía a dalv «ruz » (stumm Erythræa e latin).

Implijet e veze timbroù egiptat e porzh Massawa etre 1869 ha 1885, met dizale e voe digoret burevioù-post gant Italia. D’ar 1añ a viz Genver 1893 e voe lakaet e gwerzh timbroù Italia dreistmoullet.

E 1910 e teuas er-maez an timbroù kentañ gant ar meneg COLONIA ERITREA, warno palez ar Gouarnour e Massawa ha skeudenn labourerien en ur park. Timbroù Italia a ya d’ober an darn vrasañ eus an timbroù embannet avat, war-bouez ur rummad e 1930 hag unan all e 1931.

Tro 217 timbr timbr boutin a voe embannet gant ar velestradurezh italian betek 1934.

Timbr eus 1893
Timbr eus 1916
Timbr eus 1924

E 1936 avat e voe adaozet melestradurezh an trevadennoù italian : kendeuzet e voe Eritrea, Etiopia ha Somalia Italian, hag e teuas er-maez timbroù gant an anv nevez AFRICA ORIENTALE ITALIANA (Afrika ar Reter Italian).

Melestradurezh Bro-Saoz

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Timbr Eritrea 1950

Padout a reas betek 1941 pa voe aloubet Eritrea hag an trevadennoù italian all gant an arme saoz. Implijet e voe eno timbroù saoz dreistmoullet M.E.F. (Middle East Forces da lavaret eo “Nerzhioù ar Reter-Nesañ”). Erlec'hiet e voent gant timbroù B.M.A. ERITREA pe diwezhatoc'h B.A. ERITREA pa voe anvet pennadurezhioù nann-soudard saoz evit ober war-dro ar velestradurezh.

Implijet e voe an timbroù dreistmoullet evel-se eus 1942 da 1952.

Eritrea staget ouzh Etiopia

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Etre 1952 ha 1991 e voe kevredet Eritrea gant Etiopia. Timbroù ar Stad-se a veze implijet eno neuze.

Dizalc'hidigezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Timbroù kentañ Eritrea dizalc'h a voe embannet evit lidañ ar referendom dizalc'hidigezh e 1993. Timbroù brogarour int : goulennadeg an dieubidigezh, banniel ar vro, kartenn ar vro, devezh ar verzherien (1996)…

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]