Timbroù Annam ha Tonkin
Disoc'h ar brezel etre Bro-C'hall ha Sina etre miz eost 1884 ha miz Even 1885 e voe krouidigezh gwarezva Annam ha Tonkin gant an Trede Republik c'hall. Kenstaget eo bet ar vro ouzh Kochin-Sina ha Kambodja pa voe savet Indez-Sina c'hall e 1887.
Embannet ez eus bet 7 timbr hepken gant melestradurezh Annam ha Tonkin, anezho re ar rummad "Commerce" (Kenwerzh) implijet en holl trevadennoù ar Stad C'hall. D'ar 21añ a viz Genver 1888 e voe dreistmoullet an timbroù gant "A & T" pe "A – T" , da lavaret eo pennlizherennoù Annam ha Tonkin, hag ar sifroù 5 pe 1 ("centimes"). Anavezet ez eus dreistmoulladurioù a bep seurt a voe graet dre fazi : doubl, war an tu-gin, a-blom.
E 1892 e paouezer gant implij timbroù Annam ha Tonkin, timbroù Indez-Sina c'hall a voe graet gante hiviziken.