Timbroù Kochin-Sina
Neuz
Emañ Kochin-Sina e su-pellañ Republik Sokialour Viêt Nam a-vremañ. Gant Feur-emglev Saigon, sinet e miz Even 1862, e voe anavezet riegezh Bro-C'hall e rannvroioù Biên Hòa, Gia Định ha Định Tường, a yeas d'ober trevadenn Kochin-Sina.
Ne voe ket moullet timbroù evit ar vro-se a-raok 1886, hogen timbroù gall (rummad « Ceres ») a gaver gant ur siell « CCH » (Cochinchine) ha pikoù bihan aozet dindan stumm ul lankell.
Pevar zimbr hepken a voe embannet e 1886-87 da vezañ implijet e Kochin-Sina : re ar rummad « Commerce » (Kenwerzh) a gaver en holl drevadennoù gall, dreistmoullet gant ar sifr 5 hag ar meneg « C CH ».
Ur pempvet timbr a voe dreistmoullet gant 15 / 15 hepmuiken, e 1888.
Timbroù Indez-Sina c'hall a voe implijet er bloaz war-lerc'h.