Thomas Parry (skolveuriad)
Thomas Parry (4 Eost 1904 – 22 Ebrel 1985) a oa ur skolveuriad ha skrivagner eus Kembre. Bet e voe e penn Levraoueg Vroadel Kembre eus 1953 da 1958 ha meur a bost en doe e penn Skol-veur Aberystwyth eus 1958 da 1969[1].
Ganet e voe e Carmel, en Arfon (kontelezh Gwynedd hiziv). Goude skolioù Carmel ha Penygroes ez eas d'ober e studi e Skol-veur hanternoz Kembre, e Bangor. Goude-se e akvas ur post da gelenn kembraeg ha latin e Skol-veur kreisteiz Kembre e Kerdiz. Eno e echuas e dezenn diwar-benn "Buhez hag oberenn Siôn Dafydd Rhys". Eno ivez e reas anaoudegezh gant e bried da zont, Enid, ha dimeziñ a rejont e 1936.
Pa varvas ar c'helenner John Morris-Jones e 1929 e voe anvet Ifor Williams en e lec'h e penn rann ar c'hembraeg e Skol-veur Bangor, ha kavout a reas Thomas Parry ur post eno. Embann a reas e 1952 ur pezh labour diwar-benn oberenn ar barzh Dafydd ap Gwilym.
E 1959 e voe dilennet da ezel eus ar British Academy. E 1947 e voe anvet e penn rann ar c'hembraeg ha goude-se ez eas da zean ha da isrener ar skol-veur.
E 1953 e voe anvet da Levraoueger e penn Levraoueg Vroadel Kembre en Aberystwyth. D'ar mare-se ivez e voe kadoriad kuzul an Eisteddfod Genedlaethol.
Goude pemp bloavezh el Levraoueg Vroadel e voe anvet e penn Skol-veur Aberystwyth e 1958. Pa oa-eñ er post-se e tremenas ar priñs Charles un trimiziad er skol-veur evit deskiñ un nebeud traoù diwar-benn yezh hag istor Kembre a-raok bezañ kurunet hag anvet da "Briñs Kembre"[2]
E 1969, da 65 bloaz, e paouezas gant e garg er skol-veur, ha dilennet e voe da gadoriad al Levraoueg Vroadel, ma chomas dek vloaz c'hoazh.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (cy) (en) Y Bywgraffiadur Cymreig
- ↑ (cy) BBC - Arwisgiad 1969