Mont d’an endalc’had

This Is England

Eus Wikipedia
This Is England
Filmdata
Titl orin This Is England
Bro produiñ Rouantelezh-Unanet
Deuet er-maez 27 a viz Mae 2007
Yezh orin saozneg
Padelezh (PAL-DVD) : 101 munutenn
Boujedenn £ 1 500 000
Pare
Filmaozer Shane Meadows
Produer Mark Herbert
Skrivagner Shane Meadows
Sonerezh Ludovico Einaudi
Aktourien
  • Thomas Turgoose, Stephen Graham, Joe Gilgun, Andrew Shim, Vicky McClure, Andrew Ellis, Rosamund Hanson, Jack O'Connell, Kieran Hardcastle, Perry Benson, George Newton, Kriss Dosanjh
Liammoù diavaez

This Is England a zo ur film bet sevenet ha skrivet ar senario anezhañ gant Shane Meadows e 2006.

Diazezet eo ar film war vuhez ur strollad skinheaded yaouank, ha c'hoarvezout a ra e Bro-Saoz er bloavezh 1983. Pa oa savet ar film evel ur seurt danevell vuhez, eo bet gwelet evel un abegadenn a-enep d'ar ouennelouriezh ha da National Front (NF). Er film e weler penaos eo bet kemmet an issevenadur skinhead, hag a zo da gentañ penn stag ouzh sevenadur Jamaika (dresit-holl ar sonerezh ska, rocksteady, ha reggae),[1] hag e voe a-benn ar fin implijet gant strolladoù gouennelour gwenn evel British National Front.

E miz Gouere 1983 e krog ar film. Shaun (Thomas Turgoose), ur paotrig 12 vloaz en em gav e-kreiz un emgann er skol goude m'en defe graet unan bennak ur farsadenn vil diwar-benn e dad, hag a varvas e-pad brezel an inizi Falklands. War hent ar gêr e kej Shaun gant ur strollad skinheaded, hag int kaset gant Woody (Joe Gilgun). Woody a zegemer Shaun er strollad, ha Shaun a gouezh e karantez gant Smell (Rosamund Hanson), ur plac'h koshoc'h evitañ, hag a vez gwisket en doare punk/new wave. Combo (Stephen Graham), ur skinhead koshoc'h, a zistro goude bezañ bet tremenet ur prantad en toull-bac'h. E penn ar strollad en em laka, hag ec'h embann e vennozhioù gouennelour. Neuze ez eo rannet ar strollad e div lodenn, ha Shaun a ziviz chom gant Combo e-lec'h pellaat dioutañ ha chom gant skinheaded dibolitikel evel Woody, rak soñjal a ra da Shaun ez eo an doare gwellañ da veñjiñ e dad. E-pad un nozvezh e vutun Combo kanab en deus prenet digant Milky (ar skinhead du nemetañ a weler er film, hag eñ ezel eus strollad Woody). Met treiñ a ra Combo da sot, hag e sko kement gant Milky ken e sempl. Pennfolliñ a ra Combo pa verz en deus tost lazhet Milky, hag e c'houlenn digant Shaun sikour anezhañ da gas Milky d'an ospital. Shaun a asant, met gwall skoet eo bet gant an darvoud, hag e pellaa diouzh Combo ha diouzh an National Front.

Ar Groaz Ruz, banniel Bro-Saoz, banniel karet gant ar vandennad skinheads, er film.

E-pad munutennoù diwezhañ ar film e weler Shaun o teurel ar banniel saoz, banniel Sant Jorj, hag a oa bet profet dezhañ gant Combo, en dour.

Lod brasañ ar film a zo bet filmet tro-dro da Nottingham, e St Ann's, Lenton ha The Meadows. Ul lodenn a zo bet filmet e tiez dilezet e diazezlec'h RAF Newton, nepell diouzh Bingham, Nottinghamshire. An emgann a zo e penn-kentañ ar film a zo bet filmet e Wilsthorpe Business and Enterprise College, ur skol en Derbyshire[2]. Lodennoù all eus ar film a zo bet filmet e Grimsby, eno e voe ganet Turgoose. Turgoose a oa 13 vloaz pa voe savet ar film of [3] Ar wech kentañ oa dezhañ c'hoari en ur film, ha skarzhet e oa bet diouzh e skol aktourien abalamour d'e emzalc'h. Goulenn a reas £5 a-benn kemer perzh e bodadoù rakdibab aktourien ar film .[4]. Gouestlet eo ar film d'e vamm, hag a varvas d'an 29 a viz Kerzu 2005.

Renket eo bet ar film e-touez re wellañ 2006 gant kazetennerien Newsweek, Los Angeles Times, Empire pe choazh re The Guardian. Gant ar film eo bet gounezet priz Alexander Korda film breizhveuriat ar bloaz da-geñver British Academy Film Awards 2007, hag ivez film gwellañ 2006 da-geñver British Independent Film Awards. Thomas Turgoose a c'hounezas ivez ur priz evel aktour.


Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]