Theodor Kittelsen

Theodor Severin Kittelsen (27 a viz Ebrel 1857 – 21 a viz Genver 1914) a oa ul livour ha skeudennour norvegian hag unan a garetañ arzourion ar vro. Deuet e oa da vout brudet evit bout livet gweledvaoù Norvegia ha savet skeudennadurioù marvailhoù ha mojennoù ar vro. Brudet eo dreist-holl evit an trolled ha boudoù mojennel treset gantañ.
Peurliesañ e vez lakaet an oberennoù livet gantañ er stil nevezromantelour pe el livañ eeunek.
Levrioù skeudennaouet gant Kittelsen
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Fra Livet i de smaa Forholde I-II (1889-1890)
- Fra Lofoten I-II (1890-1891)
- Troldskab (1892)
- Glemmebogen (1892)
- Har dyrene Sjæl? (1894)
- Kludesamleren (1894)
- Im Thierstaate (1896)
- Ordsprog (1898)
- Svartedauen (1900)
- Billeder og Ord (1901)
- Folk og trold. Minder og drømme (1911)
- Soria Moria slot (1911)
- Løgn og forbandet digt (1912)
- Heimskringla (1914)
Oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Nøkken, 1887-92 (Niksenn)
- Ekko 1888. (Heklev)
- Huldra forsvant (Ar voudig a steuzias)
- Hakkespett, 1912 (Kazeg-koad)
- Kornstaur i måneskinn, ca. 1900
- Trollet som grunner på hvor gammelt det er, 1911 (An troll en em c'houlenn pe oad eo)
- Det rusler og tusler rasler og tasler, 1900
- Skogtroll, 1906 (Troll ar c'hoad)
- En uheldig bjørnejakt. (An Arzha Dichañsus)
- Kvitebjorn - Kong Valemon .1912 (Ar Roue Arzh Gwenn)
- Op under Fjeldet toner en Lur .1900 (E Lein an Torgennoù e tasson ur Gleronadenn)
- noekken som hvit hest .1909
- Juletroll .1907 (Troll Jule)
- 12 villender .1897 (An 12 Houad Gouez)
- Streik .1879 (Diskrog-labour)
- Gutt på hvit hest (Paotr war ur Jav Gwenn)
Kittelsen hag an issevenadur Black Metal
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Adimplijet ez eus bet livadurioù ha skeudennadurioù savet gantañ gant strolladoù Black Metal (pe Folk Metal) zo (Satyricon, Empyrium, Otyg…) evit skeudenniñ o fladennoù. An hani en deus graet an implij stankañ anezhe eo Burzum (Dreist-holl re Svartedauen – Ar Marv Du –) evit pladennoù evel Hvis Lyset Tar Oss ha Filosofem.