Mont d’an endalc’had

The Wanderers (film, 1979)

Eus Wikipedia
The Wanderers (film, 1979)
Sinema
TitlThe Wanderers Kemmañ
Diazezet warThe Wanderers Kemmañ
Tachennteen film, coming-of-age fiction, film dramael, filmoù diazezet war ur romant Kemmañ
Bro orinStadoù-Unanet Kemmañ
Yezh orin ar film pe an abadenn skinwelsaozneg Kemmañ
Deiziad embann1979 Kemmañ
SevenerPhilip Kaufman Kemmañ
SenarioourRose Kaufman, Philip Kaufman Kemmañ
Rener ar skeudennaouiñMichael Chapman Kemmañ
Frammer filmoùStuart H. Pappé Kemmañ
ProduerMartin Ransohoff Kemmañ
Embregerezh produiñOrion Pictures Corporation Kemmañ
AmlederWarner Bros., Netflix Kemmañ
After a work byRichard Price Kemmañ
Lec'h an istorNew York Kemmañ
Livliv Kemmañ
Review score89%, 6.8/10 Kemmañ
Diaz embannvideo diwar c’houlenn Kemmañ
Renkadur ar CNCno minors under sixteen Kemmañ
Renkadur FSKFSK 16 Kemmañ

The Wanderers zo ur film stadunanat embannet e 1979. An doare a zo unan fent ha drama. Kenskrivet ha sevenet eo bet gant Philip Kaufman, an aktourien eo Ken Wahl, John Friedrich, Karen Allen, Toni Kalem, Tony Ganios ha Jim Youngs. Tremen a ra darvoudoù ar film er Bronx e 1963, heuliañ a reer ur gang krennarded italian-stadunanat lesanvet the Wanderers ha penaos ez eus brezel etrezo ha gangoù enep evel ar Baldies hag ar Wongs.

Ar film zo diazezet war romant The Wanderers gant Richard Price; ar senario zo bet skrivet gant Philip Kaufman hag e wreg Rose. Diaes eo bet kas ar film da benn : da gentañ eo bet dibosupl rastellat arc'hant a-walc'h evit The Wanderers gant Alberto Grimaldi, Kaufman a oa bet neuze o filmaozañ filmoù all. Goude echuiñ seveniñ ar film adsevel Invasion of the Body Snatchers, Kaufman a oa aet da New York ha deuet e oa a-benn ar wech-mañ da werzhañ mennozh ar film The Wanderers da Martin Ransohoff. Boujed klok ar film zo dianav, met Kaufman en doa anzavet e oa bet berr.